Elisabeth Charlotte von der Pfalz, La Palatine
Elisabeth Charlotte, priñsez Pfalz, anavezet ivez en alamaneg evel Liselotte von der Pfalz (1652–1722), hag e galleg evel La Palatine, a oa ur briñsez alaman, eus Pfalz, e lez ar roue gall Loeiz XIV er XVIIvet kantved. Dimezet e oa da Philippe de France (1640-1701), dug Orleañs, lesanvet Monsieur (evel breudeur ar rouaned abaoe Loeiz XIII), breur d'ar roue. Dre-se e veze graet Madame pe dugez Orléans anezhi. En he ziegezh alaman e oa "Liselotte" ha netra ken.




He buhez Aozañ
Elisabeth Charlotte von der Pfalz a oa ganet d'ar 27 a viz Mae 1652 e kastell Heidelberg, a voe devet gant an arme c'hall 18 vloaz goude e-kerzh arigrap Pfalz. Merc'h e oa da g-Karl Iañ Ludwig von der Pfalz (1617-1680) ha da Charlotte von Hessen-Kassel (1627-1686). He zud, dimezet en 1650, a zizimezas e 1657.
He skridoù Aozañ
Brudet eo he lizhiri en alamaneg hag a voe troet hag embannet e galleg goude he marv.
He dimeziñ Aozañ
Dimezet e voe d'an 19 a viz Du 1671 e Châlons-en-Champagne da Fulup Iañ Orleañs (1640-1701), breur d'ar roue gall Loeiz XIV.
Troet e oa he gwaz gant ar baotred, met dont a reas a-benn d'ober tri bugel dezhi.
Skrivet he deus miliadoù a lizheroù (60 000 hervez an istorourien[1]), da gerent ha mignoned deuet da vout brudet abalamour d'an doare ma komze, ha ma wallgomze, eus hec'h amezeien.
He bugale Aozañ
- Alexandre-Louis, marvet da 3 bloaz, ma voe glac'haret bras (1676)
- Philippe d'Orléans a voe rejant pa varvas ar roue Loeiz XIV
- Élisabeth Charlotte d'Orléans (°1676 ; † 1744) a zimezas da Leopold Iañ, dug Loren ha Bar, hag a zeuas da vout rejantez an div zugelezh, ha priñsez soveren (dizalc'h) Commercy. O-daou e oant tud-kozh d'ar briñsez aostrian Marie-Antoinette (°1755 ; † 1793) ha hendadoù an tiegezh Habsbourg-Loren
Mervel a reas d'an 8 a viz Kerzu 1722 e Saint-Cloud, e Bro-C'hall.
Levrlennadur Aozañ
- Daniel des Brosses, La Palatine : l'incorrigible épistolière aux 60 000 lettres, Paris, AkR, coll. « L'histoire en regard », 2004, 156 p. , 21 cm (ISBN 2-913451-20-9).
- Dirk Van der Cruysse, Madame Palatine, princesse européenne, éd. Fayard, Paris, décembre 1988, 748 p. (ISBN 2-213-02200-3)
- Simone Bertière, Les Femmes du Roi-Soleil, éd. de Fallois, 1998 (ISBN 2-253-14712-5)
- Françoise Hamel, "Fille de France", Plon, 302 p. , 2004 (ISBN 2-259-19929-1)
- Françoise Hamel, "Madame écrit", Plon
- Antonia Fraser, Les Femmes dans la vie de Louis XIV, Flammarion, 2007
- Philippe Cougrand, Madame, Monsieur ou l'Impromptu de Saint-Cloud, Théâtre, Pleine Page éd., 2008 (ISBN 978-2-913406-85-8)
Notennoù Aozañ
- ↑ Daniel des Brosses, La Palatine : l'incorrigible épistolière aux 60 000 lettres, Paris, AkR, coll. « L'histoire en regard », 2004. ISBN 2-913451-20-9.