Arigrap Pfalz
Arigrap Pfalz, Eil freuzadeg Pfalz a vez lavaret eus darvoudoù 1689 e Pfalz en Alamagn, e-kerzh Brezel an nav bloaz. Ar freuzadeg kentañ a oa bet kaset en-dro 15 vloaz a-raok, e 1674, gant ar jeneral gall Henri de La Tour d'Auvergne.
Rann eus | Brezel an Nav Bloaz |
---|---|
Lec'h | Pfalz |
E nevez-amzer 1689 e voe roet an urzh, gant ar roue gall Loeiz XIV, da lakaat freuz ha reuz e Pfalz evit « difenn ar Roen ». Lavaret e vez e oa ur fazi bras, rak kement-se a lakaas meur a briñs alaman da vont a-du gant an Impalaer santel roman katolik a-enep ar C'hallaoued.
Digarez o devoe ar C'hallaoued da ober freuz, evel e 1674, nemet kalz gwashoc'h, war urzh fraezh ar ministr François Michel Le Tellier de Louvois e 1689. En dro-mañ e voe graet freuz er c'hêrioù, ha n'eo ket war ar maez hepken. Kenderc'hel a reas ar freuz neuze betek 1693, goude marv Louvois.
An darvoudoù
kemmañD'ar poent-se edo Bro-C'hall oc'h ober brezel da Impalaeriezh santel roman an Habsbourged hag o klask mirout ouzh enebourien nevez a sevel hag a zont da aloubiñ Elzas. Kavout a reas d'ar roue e oa ret skeiñ kreñv, hag urzh a roas da ober freuz ha reuz.
E miz Gwengolo 1688 e voe treuzet ar Roen gant an arme c'hall, hep disklêriadur brezel. Hag ar C'hallaoued ha mont betek Baden. Lakaet e voe seziz war Philippsburg : ur mizvezh e padas seziz Philippsburg, adalek ar 27 a viz Gwengolo betek an 30 a viz Here.
Adalek an 10 a viz Here 1688 e voe aloubet Pforzheim.
Kemeret e voe kêrioù Heilbronn, Heidelberg ha Mannheim d'an 10 a viz Du. Ar marichal Joseph de Montclar a roas urzh d'ar jeneral Ezéchiel de Mélac da chom en Heilbronn.
Adalek Heilbronn, etre miz Kerzu 1688 ha miz Meurzh 1689, e voe lakaet freuz ha reuz e Pfalz ha Wurtemberg, hag ivez e kêrioù Donauwörth, Marbach-am-Neckar ha Schorndorf.
Tangwallet e voe Pforzheim d'an 21 a viz Genver 1689.
Renet e oa ar brezel gant Louvois, ministr gall ar brezel, hag urzh a roas da gemer kastell Heidelberg. Lakaet e voe an tan e kêr d'an 2 a viz Meurzh[1]. Peurvuiañ e veze distrujet an eostoù er parkeier, lazhet ar chatal, distrujet ar c'hreñvlec'hioù. Amañ e voe graet gwashoc'h. Distrujet e voe kêrioù ha kêriadennoù, ilizoù ha pontoù, kaset an dud kuit[2]. : d'an 8 a viz Meurzh e voe tro Mannheim, ha Frankenthal goude, Worms, ha Spire, ma voe distrujet an iliz-veur, ha kêriadennoù all en tu all d'ar Roen.
D'an 31 a viz Mae e voe roet urzh gant Louvois da vombezañ kreñvlec'h Landskrone ha kêr Oppenheim. Kemend-all a voe graet en tu-mañ d'ar Roen e kêrioù Bretten, Maulbronn, Pforzheim (10-11 a viz Eost), Baden-Baden, ha re all.
Heuliadoù
kemmañGant distruj Pfalz e savas an holl en Alamagn a-enep d'ar roue gall. Pierre Jurieu a skrivas neuze :
Ar C'hallaoued a veze lavaret anezho e oant ur vroad tud onest, denek, sevenaet, enebet o spered ouzh ar varbariezh ; ar Gall hiriv avat n'eo nemet un debrer-tud, daou dra heñvel e spered an amezeien[3].
Ouzhpenn an ali-se e laka ar briñsed alaman da vont a-du gant an impalaer santel ha da gemer perzh er brezel a-enep Bro-C'hall[4]. Menegiñ a c'haller barn Voltaire ivez :
An eil gwech e oa d'ar vro-gaer-mañ bezañ gwastet dindan Loeiz XIV ; met ar flammoù a oa bet lakaet gant Turenne da zeviñ div gêr hag ugent kêriadenn e Pfalz ne oant nemet fulennoù e-skoaz an tangwall-mañ. Heuget e voe Europa. An ofisourien a gasas al labour-se da benn a oa mezh enne o vezañ binvioù ar c'hrizderioù-se [...]. Ma vije bet gwelet an arvest gant ar roue e vije aet e-unan da lazhañ ar flammoù. Ar broadoù ha n'o devoa rebechet nemet e c'hoant a veli en ur estlammañ outañ a huchas neuze a-enep e grizded hag a damallas e bolitikerezh zoken : rak ma vije deuet an enebourien en e Stadoù, eveltañ e ti an enebourien, o dije pulluc'het e gêrioù. Da zoujañ e oa an dañjer-mañ: Loeiz, o lakaat kant mil soudard war an harzoù en doa desket da Alamagn ober strivoù heñvel.[5]
Notennoù
kemmañ- ↑ Saveteet e voe kêr gant an annezidi, hag ur monumant zo bet savet en enor dezhe.
- ↑ Jean-Christian Petitfils op. cit. p.497
- ↑ Ernest Lavisse op. cit. p.752.
- ↑ Jean-Christian Petitfils op. cit. p.497.
- ↑ Le Siècle de Louis XIV, pennad XVI.