Marksouriezh

(Adkaset eus Marksour)

Ar varksouriezh a zo ur meizad politikel, kevredigezhel hag ekonomikel diazezet war mennozhioù Karl Marx ha Friedrich Engels. Diazezet eo war un doare danvezelour da zielfennañ an Istor, un doare daelerezhek da welet ar c'hemmoù sokial hag ur c'hritik eus ar gapitalouriezh. Degas a ra ar meizad-se un damkaniezh ekonomikel varksour, un damkaniezh sokiologel hag un doare da welet ar c'hemmoù sokial en un doare dispac'hel. Kement-se holl en deus bet ul levezon vras war luskadoù sokialour ar bed a-bezh. Mennozh pennañ ar varksouriezh eo "stourm ar renkadoù". Gant ar gapitalouriezh e vez perc'hennet an araezioù produiñ gant ur bihanniver (ar vourc'hizien) tra ma vez produet an trenaoù gant ur muiañniver ledan, ar broleteriezh. Hervez kelennadurezh ar varksouriezh e teufe ar c'hemmoù sokial diwar ar stourm etre ar renkadoù pa'z eus keneberezh etrezo. Hervez an dezrannerezh marksour e vez mac'homet ar broleteriezh gant ar gapitalourien, ha diwar-se e rank genel dispac'h ar broleteriezh.

Marksouriezh
teorienn ekonomikel, ideologiezh politikel, school of economic thought
Iskevrennad eussokialouriezh, Komunouriezh Kemmañ
Anvet diwarKarl Marx Kemmañ
Dizoloer pe ijinerKarl Marx, Friedrich Engels Kemmañ
Pleustret gantMarxist Kemmañ
Golo embannadur kentañ “Manifesto ar Strollad Komunour”

Addoareoù

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Manifesto ar Strollad Komunour, Karl Mark ha Friedrich Engels, troet diwar ar saozneg gant Frañsez Favereau, Preder, 1968.
  • Manifesto ar Strollad Komunour, Karl Mark ha Friedrich Engels, troet diwar an alamaneg gant Alan ar Berr, Preder, 1978.
  • Callinicos, Alex [1983] (2010). The Revolutionary Ideas of Karl Marx. Bloomsbury, London : Bookmarks. ISBN 978-1-905192-68-7. 
  • Jon Elster, An Introduction to Karl Marx. Cambridge, England, 1986.
  • Michael Evans, Karl Marx. London, 1975.