Mary Read (war-dro 16901721) lesanvet Mark Read el lennegezh, zo unan eus an div vorlaerez vrudetañ, gant Anne Bonny. Nebeut dafar istorel a zo evit gouzout piv e oa hi.

Mary Read o tiskouez ez eo ur vaouez[1].
Mary Read oc’h en em gannañ

He buhez

kemmañ

Ganet e voe en Devon (Bro-Saoz) e dibenn ar XVIIvet kantved. Pa varvas he breur Willy e krogas he mamm , a oa intañvez ur c’habiten, d'he gwiskañ evel ur paotr evit kenderc’hel da resev argant a-berzh mamm-gozh Mary (fellout a rae d’ar vamm-gozh ma vije roet hec’h argant d’ar bugel henañ).
Gwisket evel ur paotr bepred ez eas Mary da vevel da gentañ, ha goude-se e voe ezel eus skipailh ur vag hag ec’h emouestlas en arme. Eno e kejas ouzh ur marichal a lojeiz hag e timezas gantañ. Un ostaleri anvet De Rrie Hoefijzers ("an Tri Houarn Marc’h") a savjont asambles e Breda, en Izelvroioù. Goude pevar bloaz e varvas gwaz Mary hag e voe serret an ostaleri.

Mary a zeuas a-benn da lakaat krediñ bepred e oa ur paotr anezhi, hag ec’h emouestlas war vourzh ur vag kenwerzh izelvroat dindan an anv Mark Read. Preizhataet e voe ar vag gant morlaeron a Vro-Saoz. Hervez lod e vije bet degemeret Mary ganto, hag o dije kaset anezhi betek New Providence (Bahamas).
E-pad ar veaj-se e kejas ouzh Jack Rackham hag ouzh Anne Bonny hag a oa ivez gwisket evel ur paotr hag anvet Adam Bonny. Rackham a zegemeras anezhi en e skipailh, dre ma soñje e oa ur paotr. Iskis e kavas memestra an darempred etrezi hag Anne Bonny, hag e tizoloas diwezhatoc’h e oa ur vaouez ivez.
Ur pennadig amzer goude e voe kaset meur a vag vrezel da dapout Jack Rackham hag e skipailh a-c'houde dekred gouarnour Jamaika bet embannet d’ar 5 a viz Gwengolo 1720. Ne voe kemm ebet en emzalc’h Rachkam, Bonny ha Read : kenderc’hel a rejont da breizhata par ma c’hellent. E-touez ar bagoù taget ganto e voe Royal Queen, perc’hennet gant Chidley Bayard, bet karantezig Anne, ha renet gant ar c’habiten Hudson. Boemet e voe hemañ gant Anne, ha he leuskel a reas da vont war vourzh e vag. Dramm a roas-hi dezhañ evit chom hep tremen an noz gantañ, hag e skuilhas dour war holl ganolioù ar vag. An deiz war-lerc’h e voe taget ar vag gant skipailh Revenge, trec’h e voe. Ne varvas den war-bouez Hudson, bet lazhet gant Mary Read dre warizi.
E miz Here 1720 e kasas gouarnour Jamaika soudarded ar c‘habiten Barnet da dapout Jack Rackham hag e skipailh, ennañ Mary Read hag Anne Bonny. Heuget e voe an div-se pa weljont e oa divarrek ar vorlaeron d’en em gannañ (hervez lod e vijent bet mezv). Daou anezho a voe lazhet ganto, ha gloazañ a rejont re all, Jack Rackham en o zouez. An emgann a badas un eurvezh a-raok m’en em zaskoras an div vaouez.
Ne voent ket kondaonet d’ar marv peogwir e lavarjont e-kerzh o frosez e oant dougerezed. Mary a gasas dibenn he buhez en toull-bac’h, sur a-walc’h e varvas abalamour d’ar derzhienn velen, pe marteze abalamour d’ur golladenn e miz Ebrel 1721.

Levrlennadur

kemmañ

Romantoù diazezet war vuhez Mary Read

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Engravadur gant Alexandre Debelle in Christian Pitois :Histoire des pirates et corsaires de l'Océan et de la Méditerranée depuis leur origine jusqu'à nos jours, HardPress Publishing, 2019 (ISBN 978-1-318-52491-4)