Ar Maskaragnez (galleg : Les Mascareignes ; saozneg : Mascarene Islands) zo un enezeg e Meurvor Indez, a-vaez da aod reterel Madagaskar.
Teir enezenn bennañ a ya d'ober an enezeg : ar Reünion, Moris ha Rodrigez. Dont a ra an anv diwar hini Pedro Mascarenhas, ur merdeer eus Portugal a veajas dre eno e penn kentañ ar XVIvet kantved.

Lec'hiadur ar Maskaregnez

An inizi

kemmañ
  • Ar Reünion, a zo un departamant tramor e dalc'h Frañs.
  • Moris (Mauritius), a zo ur stad dizalc'h.
  • Rodrigez (Rodrigues), a zo un enezenn digenvez 650 km er reter da Voris; un enezenn damemren stag ouzh Republik Moris eo.
  • Cargados Carajos (Kerreg Sant Brandon), a zo meret gant Moris.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.