Matilda Artez
Matilda Artez, pe Mahaut Artez (1268- 1329), a oa ur briñsez eus tiegezh Capet-Artez, kontez Artez, parez Bro-C'hall dre he bout kontez Artez, ha kontez Bourgogn dre hec'h eured d'ar c'hont Otto IV Bourgogn ha mamm-gaer da dri roue gall.
He buhez
kemmañGanet e oa en 1268. Merc'h e oa da Roperzh II Artez, kont Artez, ha da Amicie de Courtenay.
Dimezioù
kemmañE 1291 e timezas d'ar c'hont Oto IV Bourgogn, eus Tiegezh Ivrea. Div verc'h he doe, hag ur mab, Roperzh, a varvas da 15 vloaz.
He bugale
kemmañDimeziñ a reas he div verc'h da zaou vab henañ ar roue gall Fulup IV (Bro-C'hall) :
- En 1307, e timezas he merc'h Janed II Bourgogn, 16 vloaz dezhi, da Fulup, eil mab Fulup IV, 15 vloaz dezhañ ;
- En 1308, e timezas he merc'h Blanche Bourgogn, 12 vloaz dezhi, da Charlez, 3de mab ar roue gall, 14 vloaz dezhañ.
En 1309 e voe graet prosez outi gant he niz Roperzh III Artez, a voe kollet gantañ, dirak Pirien Bro-C'hall evit klask tapout e hêrezh, kontelezh Artez.
En 1314 e voe kondaonet Blanche Bourgogn dre ma he dije avoultret gant ar marc'heg norman Gauthier d'Aunay hep bezañ roet pennhêr ebet d'he fried Charlez, .
En 1315 e varvas he mab henañ, Robert de Bourgogne, da 15 vloaz, ha setu he merc'h Janed II Bourgogn anvet da gontez.
En 1316 e klaskas he niz Roperzh III Artez, aozañ un emsavadeg enep dezhi e kontelezh Artez, hogen penn a zalc'has-hi.