Blanche Bourgogn (war-dro 1296-1326)
Blanche Bourgogn (war-dro 1296-1326) a voe Rouanez Bro-C'hall ha Navarra e-pad un nebeud mizioù en 1322 dre he dimeziñ d'ar roue Charlez IV.
He buhez
kemmañMerc'h e oa da gont palatin Bourgogn Otto IV ha da gontez Artez Matilda, pe Mahaut. E 1302 e varvas he zad, hag he breur yaouank Roperzh a voe anvet da gont.[1].
He c'hoar henañ, Janed II Bourgogn a oa da zimeziñ da Loeiz, roue Navarra, mab henañ Fulup IV (Bro-C'hall), met ur soñj all a reas ar roue, hag ober a reas dezhi dimeziñ d'e eil mab, Fulup, kont Poitiers, e 1307. Er bloaz-se en-eeun e timezas Loeiz da Marc'harid Bourgogn .[2],[3]
Kontez Artez, mamm Janed, a oa stad enni gant an eured he merc'h Janed, ha kenkent e stagas da itrikañ eurediñ Blanche, he merc'h yaouankañ, da drede mab ar roue gall, ar c'hont Charlez de la Marche, hag o kinnig un argouroù bras meurbet.
E 1308, e voe dimezet Blanche da Charlez, roue Navarra evel Carlos Iañ Navarra, ur mab da Fulup IV le Bel, roue Bro-C'hall, ha d'e bried Janed Iañ Navarra.
E deroù 1314 e voe harzet gant he zad-kaer roue, war an dro gant he c'hoar-gaer Marc'harid Bourgogn hag he c'hoar Janed Bourgogn, ha bac'het e voent o-zeir e kastell Château Gaillard, dre m'o dije avoultret gant ar marc'heg norman Gauthier d'Aunay.
Rouanez
kemmañEizh vloaz goude, e 1322 e teuas he fried da vout ar roue Charlez IV a Vro-C'hall, ha Blanche a oa bac'het bepred. Nac'h a reas ar roue he dieubiñ. E miz Mae 1323 e voe torret o eured gant ar pab Yann XXII. Dre ma ne oa ket abeg a-walc'h gant an avoultriezh da derriñ an eured e voe embannet e oa mamm Blanche, Mahaut d'Artois, maeronez da Charlez, ha kement-se a oa difennet gant gwir an Iliz.
He marv
kemmañEn abati Maubuisson, e-kichen Pontoise, e varvas Blanche Bourgogn er bloavezh 1326. War-dro 30 vloaz e oa eta. Meneget e voe an darvoud da geñver trede eured he fried e miz Ebrel 1326.
Notennoù
kemmañ- ↑ (2007) Cultural Performances in Medieval France: Essays in Honor of Nancy Freeman Regalado. DS Brewer. ISBN 1843841126.
- ↑ Wagner, John (2006). Encyclopedia of the Hundred Years War. Greenwood Press.
- ↑ Wei, Ian P. (2000). Medieval Futures: Attitudes to the Future in the Middle Ages. Boydell & Brewer. ISBN 0851157793.