Matilda Bro-Skos, ganet Edith (Dunfermline, Bro-Skos, c. 1080 - Westminister, Bro-Saoz, 1añ a viz Mae 1118), a voe rouanez kenseurt Bro-Saoz.

Matilda Bro-Skos, rouanez Bro-Saoz

Merc'h e oa d'ar roue Malcolm III ha da santez Marc'harid. Desavet e voe en ur gouent e Bro-Saoz, ha dimeziñ a reas da Herri I, roue Bro-Saoz, e 1100. Diwar neuze e voe graet Matilda anezhi.

Pevar bugel o doe, ha daou hepken a vanas bev :

Devot-kenañ e oa Matilda, kement hag he mamm. Meur a wech e rankas ober evit he gwaz aet da vrezeliñ e Normandi : meur a garta a voe sinet ganti e-lec'h gant he gwaz. Mervel a reas daou vloaz a-raok he mab William. Hag addimeziñ a reas ar roue Herri I. Beziet e voe Matilda en Abati Westminster ha soñj a voe dalc'het anezhi gant an dud evel Matilda the Good Queen ("ar rouanez vat"), abalamour d'he madoberoù, evel un ospital savet evit an dud lovr e-maez Londrez. Goude he marv e veze sellet outi evel ur santez gant an dud, met ne voe ket santelezhet gant an iliz[1].

Notennoù

kemmañ