Herri I (Bro-Saoz)

(Adkaset eus Herri Iañ Bro-Saoz)
Ur pennad Herri Iañ zo ivez.

Herri I, lesanvet Beauclerc (war-dro 1068/1069 – 1añ a viz Kerzu 1135), a oa pevare mab Gwilherm Iañ, roue Bro-Saoz. Roue Bro-Saoz e voe war-lerc'h e vreur henañ Gwilherm II e 1100. Trec'hiñ a reas e vreur Roparzh Berr-e-heuz evit bezañ dug Normandi e 1106. Lesanvet e oa Beauclerc dre ma oa troet gant ar studi, ha Leon a Justis dre ma klaskas lakaat urzh el lezennoù.

Herri Iañ
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Saoz Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHenry I Beauclerc Kemmañ
Anv-bihanHenry Kemmañ
Titl noblañsDuged Normandi, roue Bro-Saoz, Kont Kemmañ
Deiziad ganedigezh1068 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSelby Kemmañ
Deiziad ar marv1 Kzu 1135 Kemmañ
Lec'h ar marvLyons-la-Forêt Kemmañ
Doare mervelkleñved Kemmañ
Abeg ar marvfoodborne illness Kemmañ
Lec'h douaridigezhReading Abbey, Abati Port-du-Salut Kemmañ
TadGwilherm II Kemmañ
MammMatilda Flandrez Kemmañ
PriedMatilda Bro-Skos, Adeliza of Louvain Kemmañ
FamilhHouse of Normandy Kemmañ
MicherRoue Kemmañ
Kargroue Bro-Saoz, Duged Normandi Kemmañ
Perc'henn warChâteau des ducs d'Alençon, Bedford Castle Kemmañ
Deskrivet dreKing Henry I Kemmañ


Herri Iañ

Gouzout a reas ober e vad eus kement degouezh a oa. Kemer a reas ar galloud pa oa e vreur Roperzh e Brezel ar Groaz (Kentañ kroaziadeg) ha brezel a voe etre an daou vreur evit gouzout piv a vije mestr Saoz ha Normandi. Adunanet e voe ar rouantelezh hag an dugelezh goude ma oant bet dispartiet gant e dad p'edo war e dremenvan e 1087.

Sevel a reas ur seurt lezenn anvet Charter of Liberties, a ranke ar roue ober diouti. Kempenn a reas justis hag arc'hanterezh ar rouantelezh. Kas a reas tud da evezhiañ galloud ar gargidi ha meulet e voe kement-se gant ar bobl. Krog e oa ar pobloù saoz ha norman da gendeuziñ ha dimeziñ a reas d'ur verc'h eus an tiegezh saoz kozh.

E yaouankiz

kemmañ

Ganet e oa etre Mae 1068 ha Mae 1069, e Selby a greder, e Yorkshire, e biz Bro-Saoz. E vamm e oa ar rouanez Matilda Flandrez, a ziskenne eus Alfred Veur. Anvet e voe Herri gant e vamm diwar anv hec'h eontr, Herri Iañ Bro-C'hall. Dre ma oa ar mab yaouankañ e oa gortozet moarvat da vont da eskob, ha se zo kaoz e voe skoliet en un doare divoaz da noblañsed an amzer. Hervez ar c'hronikour William of Malmesbury en devoa lavaret Herri ur wech ne oa ur roue ha ne ouie ket lenn nemet un azen gant ur gurunenn. Kontet eo da vezañ ar c'hentañ roue norman a c'halle komz saozneg flour.

Eil mab Gwilherm Iañ e oa Richarzh, ha hennezh a voe lazhet e 1081 en un abadenn chase. Gwilherm eta a rannas e zouaroù etre e dri mab all evel-hen:

Hervez ar c'hronikour Orderic Vitalis en dije lavaret ar roue kozh d'e vav Herri: " Dit-te un deiz e vo an holl zouaroù am eus gounezet ha brasoc'h e vo da vadoù ha da c'halloud eget hini da zaou vreur. ."

E vugale hervez al lezenn

kemmañ

Daou vugel en doe digant Matilda (Edith), e wreg kentañ a varvas d'ar 1añ a viz Mae 1118 e palez Westminster, hag a zo beziet en Abati Westminster.

  1. Matilda an Impalaerez (war-dro an 11 a viz C'hwevrer 1102 – 10 a viz Gwengolo 1167). Dimeziñ a eure div wech:
  2. Gwilherm Adelin, (5 a viz Eost 110325 a viz Du 1120). Dimeziñ a reas da Matilda Anjev (marvet e 1154), merc'h da Foulk V, kont Anjev.

Eil Dimeziñ

kemmañ

D'an 29 a viz Genver 1121 e timezas da Adeliza Louvain, merc'h da Godfrey Iañ Leuven, Dug Lotharingia Izel, ha kont Brabant met ne voe bugel ebet. Abalamour ma n'en doa mab ebet e reas Herri d'e varoned touiñ fealded d'e verc'h, Matilda an Impalaerez, intañvez Herri V an Impalaeriezh santel.

Marv hag hêrezh

kemmañ
 
Abati Reading

E 1135 ez eas Herri da Normandi da weladenniñ e vibien-vihan, bugale Matilda ha Jafrez. Er bloavezh-se e varvas, d'ar 1añ a viz Kerzu, marteze diwar ur pred lamprez. Kontañ a reer ivez e voe ampoezonet. Kaset e voe e gorf da Vro-Saoz ha beziet e voe en abati Reading, a oa bet savet gant Herri e 1121.

Daoust ma tlee Matilda bezañ anavezet da rouanez Bro-Saoz, niz Herri, Steven a c'houlennas ar gurunenn ha diwar an dra-se e tarzhas ar brezel-diabarzh.

E vestred

kemmañ

N'eus roue saoz ebet hag en devije bet kement a vesterd, p'en doa etre 20 ha 25 anezho. Kalz a serc'hed en doa ha diaes eo gouzout piv a zo mamm dezho holl. Setu ar re a zo anavezet:

  1. Robert, 1añ Earl Gloucester. A vije bet mab da Sybil Corbet.
  2. Maud FitzRoy, dimezet da Konan III, dug Breizh
  3. Constance FitzRoy, dimezet da Richard de Beaumont
  4. Mabel FitzRoy, dimezet da William III Gouet
  5. Aline FitzRoy, dimezet da Matthieu I of Montmorency
  6. Gilbert FitzRoy, marvet goude 1142. E vamm a vefe ur c'hoar da Walter de Gand.
  7. Emma, ganet war-dro 1138; pried Gui de Laval, Lord Laval. [diasur pa oa bet ganet daou vloaz goude marv Herri.][1]

Gant Edith

kemmañ
  1. Matilda, dimezet e 1103 da Rotrou II, kont Perche. Mervel a reas d'ar 25 a viz Du 1120 e peñse ar Blanche-Nef. Div verc'h he doa bet : Philippa a zimezas gant Helie Anjou (mab Foulk V) ha Felice.

Gant Gieva de Tracy

kemmañ
  1. William de Tracy

Gant Ansfride

kemmañ

Ansfride a voe ganet tro 1070. Gwreg Anskill of Seacourt e oa.

  1. Juliane de Fontevrault (ganet war-dro 1090); gwreg Eustace de Pacy (1103). Klask a reas lazhañ he zad gant un arbalastr dre m'en doa Herri Iañ roet urzh e vefe dallet he div verc'hig.
  2. Fulk FitzRoy (ganet war-dro 1092); manac'h e Abingdon.
  3. Richard of Lincoln (war-dro 1094 – 25 a viz Du 1120); beuzet e-pad peñse ar Blanche-Nef.

Gant Sybil Corbet

kemmañ

Lady Sybilla Corbet of Alcester a oa ganet e 1077 en Alcester e Warwickshire. Dimeziñ a reas gant Herbert FitzHerbert, mab Herbert 'the Chamberlain' eus Winchester hag Emma Bleaz. Marvet eo goude 1157. Anvet e oa ivez Adela (pe Lucia) Corbet.

  1. Sybilla Normandi, gwreg Alexander I of Scotland.
  2. William Constable, ganet a-raok 1105. Pried Alice (Constable); marvet goude 1187.
  3. Reginald de Dunstanville, 1st Earl of Cornwall.
  4. Gundred of England (1114–46), gwreg Henry de la Pomeroy, mab Joscelin de la Pomerai.
  5. Rohese of England, ganet e 1114; pried Henry de la Pomeroy.

Gant Edith FitzForne

kemmañ
  1. Robert FitzEdith, Lord Okehampton, (1093–1172) pried Dame Maud d'Avranches du Sap. Ur verc'h o doe, Mary, hag a zimezas gant Renaud, Sire of Courtenay (mab Miles, Sire of Courtenay hag Ermengarde Nevers).
  2. Adeliza FitzEdith. Meneget en aktoù gant he breur Robert.

Gant priñsez Nest

kemmañ

Nest ferch Rhys a oa ganet war-dro 1073 e Kastell Dinefwr, Carmarthenshire, merc'h d'ar priñs Rhys ap Tewdwr, eus Deheubarth, ha d'e wreg Gwladys, merc'h Rhywallon. Eurediñ a reas gant Gerald Windsor e 1095. Meur a serc'h he doe, en o zouez Stephen of Cardigan, Constable of Cardigan (1136) ha diwar-se bastarded.

  1. Henry FitzRoy, 1103-1158.

Gant Isabel de Beaumont

kemmañ

Isabel (Elizabeth) de Beaumont (goude 1102; goude 1172), merc'h Robert de Beaumont, c'hoar Robert de Beaumont. Eurediñ a reas gant Gilbert de Clare e 1130. Anavezet ivez gant an anv Isabella de Meulan.

  1. Isabel Hedwig of England
  2. Matilda FitzRoy, abadez Montvilliers pe Montpiller

Daveennoù

kemmañ
  1. New England Genalogical and Historical Register; April 1965, pg. 96
  • Cross, Arthur Lyon. A History of England and Greater Britain. Macmillan, 1917.
  • Hollister, C. Warren. Henry I. Yale University Press, 2001. (Yale Monarchs series) ISBN 0-300-09829-4
  • Thompson, Kathleen. "Affairs of State: the Illegitimate Children of Henry I." Journal of Medieval History 29 (2003): 129-51.

Liammoù diavaez

kemmañ
Titloù rieg
En e raok 
Gwilherm II
Roue Bro-Saoz
1100 – 1135
War e lerc'h
Steven Bleaz (de facto)
Matilda Bro-Saoz (de jure)
Noblañs Bro-C'hall
En e raok 
Roparzh II
Duged Normandi
1106 – 1135
War e lerc'h
Steven Bleaz