Matthäus Merian
Matthäus Merian der Ältere (Matthäus Merian gozh) (22 a viz Gwengolo 1593 e Basel - 19 a viz Even 1650 e Bad Schwalbach) a oa ur c'houevrengraver hag un embanner alaman ha suis.
E vuhez
kemmañGoude bezañ bet o studiañ en ul lise e teskas tresañ hag engraviñ war gouevr e Zürich gant an engarver Friedrich Meyer. Etre 1610 ha 1615 edo o studiañ hag o labourat e Straßburg (gant Dietrich Brentel), e Nancy hag e Pariz (gant Jacques Callot). E 1615 e savas steuñv Basel.
Goude bezañ bet o chom en Augsburg, e Stuttgart hag en Izelvroioù, en em stalias Merian e Frankfurt am Main hag en Oppenheim, hag eno e labouras evit an embanner hag kouevrengraver Johann Theodor de Bry. De Bry a oa perc'henn war ur stal-labour engraviñ e Oppenheim ha war un ti-moullañ e Frankfurt, ma veze moullet levrioù beajoù d'ar Reter Pellañ. E 1617 e timezas gant Maria Magdalena de Bry, ha hi merc'h de Bry. E 1616 en em stalias e Basel. Roet e voe aotre ar c'hevredadoù-micher, ha neuze e c'hellas labourat en un doare emren. Goude marv de Bry e 1623 e voe lakaet e penn ti-moullañ Frankfurt. Lakaet e voe da geodedour e Frankfurt e 1626, hag azalek ar mare-se e c'hellas labourat evel embanner emren. E 1627 e tegemeras Wenzel Hollar da zeskard. Un engraver brudet e teufe Hollar da vezañ.
Goude marv e wreg e 1645 e timezas Merian gant Johanna Sibylla Heim e 1646. Gant e wreg kentañ en doe div verc'h ha tri mab, Matthäus Merian yaouank ha Caspar Merian en o zouez. An daou anezho a labouras en e stal-labour. Ur verc'h en doe gant e eil gwreg, Anna Maria Sibylla Merian hec'h anv, hag a zeuas da vezañ livourez (bleuñvioù hag amprevaned). Matthäus Merian a varvas d'an 19 a viz Even 1650 e Bad Schwalbach e-kichen Wiesbaden. Douaret e voe e Peterskirchhof, e-kichen Frankfurt.
Dedennet-tre e oa Merian gant ar relijion, evel ma weler pa seller ouzh e skoed-ardamez hag ouzh ar siell a grouas evit e di-embann, ma lenner : Pietas contenta lucratur.
Levezonet e voe Erik Dahlberg ha Rembrandt gant labour Merian[1]. En Alamagn ez eus ur gelaouenn gouestlet d'ar beajoù anvet "Merian".
Oberenn
kemmañE oberennoù pouezusañ :
- ouzhpenn 250 skeudenn vihan ma weler gweledvaoù bro Basel (1620-1625) ;
- ur Bibl skeudennet (159 fajenn), an daou Destamant asambles, 78 kouevrengravadur, testennoù berr e latin, alamaneg hag ul lodenn e galleg (Frankfurt, 1627) ;
- steuñv bras Frankfurt-am-Main, 4 flakenn dezhañ (1628, adembannet ha kemmet betek 1771) ;
- skeudennoù ar Bibl alaman troet gant Martin Luther (1545) . Dre ma voe ouzhpennet ar skeudennoù en destenn ez eo anvet ivez Bibl Merian (1625-1630), moullet gant Lazare Zetzner e Straßburg ;
- Historische Chronik , testennoù gant Johann Ludwig Gottfried (1629-1632) ;
- Theatrum Europaeum (1629-1650, meur a levrenn, kendalc'het gant tud all) diwar-benn lec'hiadurezh Europa ha an darvoudoù arme ha politikerezh a c'hoarvezas e-pad Brezel Tregont Vloaz ;
- taolennadur holl rouantelezhioù ar bed : Archontologica cosmica gant testennoù J. L. Gotfried (1638) ;
- Totentanz von Basel (1644) ;
- Topographia Germaniae, e bennoberenn eo (kroget e 1642). testennoù gant an douaroniour alamanMartin Zeiler (1589-1661). Topographia Germaniae a voe embannet dindan 16 levrenn etre 1642 ha 1654. Goude marv Merian e kendalc'has e vab, Matthäus Merian yaouank e anv, gant al labour, ha levrennoù all a voe ouzhpennet betek 1688 : diwar-benn Frañs, Italia ha Kreta. En holl ez eus neuze 92 kartenn, 1486 kouevrengravadur ha 2142 skeudenn eus kêrioù, bourc'hioù, kêriadennoù, kestell ha kloastroù dasparzhet e 30 levrenn zisheñvel. Steuñvioù meur a gêr agaver ivez el levr-se, hag ur gartenn eus ar bed. Topographia a voe neuze raktres embann brasañ ar mare ma voe krouet. Talvoudus eo ivez dre ma oa resis-tre an doare ma trese Merian ar c'hêrioù.
- Merian a glokaas ivez Collectiones peregrinationum in Indiam orientalem et Indiam occîdenlalem, kroget e 1590 gant Theodor de Bry, hag eñ tad Johann Theodor de Bry.
-
Heidelberg, engravadur, 1620
-
Pajenn gentañ Theatrum Europaeum
-
Steuñv Mulhouse e 1642
-
Fritzlar diwar Topographia Hassiæ (1655)
Notennoù
kemmañ- ↑ Amy Golahny, Rembrandt's Reading, Amsterdam University Press, 2003, pp. 137 & ss.