Maxcy Gregg, ganet d'ar 1añ a viz Eost 1814 hag aet d'an Anaon d'ar 15 a viz Kerzu 1862, a oa un alvokad ha soudard en United States Army e-pad ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet. Goude-se e voe jeneral brigadenn e penn an arme kengevreet e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Gloazet bras e voe e-pad Emgann Fredericksburg ha mervel a reas daou zevezh war-lerc'h.

Maxcy Gregg e-tro 1862

Goude bezañ bet kaset en ospital brezel ar vedisined a embann ez eo gloazet marvus. Marvet eo d'ar 15 a viz Kerzu o embann "I yield my life cheerfully, fighting for the independence of South Carolina." Stonewall Jackson, hag a oa bet o eskemm komzoù drouk gantañ a-raok an emgann a oa deuet da welet anezhañ war e gwele.

Adkemer er sevenadur

kemmañ