Me zo ganet e-kreiz ar mor
Me zo ganet e kreiz ar mor zo gwerzenn gentañ ur varzhoneg skivet gant Yann-Bêr Kalloc'h (Bleimor), bet ganet e 1888 ha marvet abalamour d'ur strinkad obuz e 1917 war talbenn ar Brezel Bed Kentañ.
Eil rann ar varzhoneg Pédenn én Téoélded eo Me zo ganet e kreiz ar mor, unnek poz enni. E gwenedeg eo bet savet, evel holl oberennoù ar barzh.
Un ton evit he c'hanañ zo bet savet e 1942 gant Jef ar Penven, ar pezh en deus degaset brud d'ar varzhoneg ha d'ar sonaozer war un dro. Diwar neuze eo bet kanet gant kalz arzourien.
Ar varzhoneg
kemmañUnnek poz zo e Me zo ganet e kreiz ar mor, a c'heller lenn en dastumad Ar en deulin[1]. Setu amañ an tri foz kentañ evel m'o lenner en dastumad, evel ma voent moullet war ar follenn sonerezh orin e 1942 hag evel ma vijent bet skrivet e KLT.
Ar en deulin | Jef ar Pelven | KLT |
---|---|---|
Me zo ganet é kreiz er mor |
Me zo gañnet é kreiz er mor |
Me zo ganet e-kreiz ar mor |
Me zad e oé, èl é dadeu, |
Me zad e oé, èl é dadeu |
Va zad a oa, evel e dadoù |
Me mamm eùé e laboura |
Me mamm eùé e laboura |
Ma mamm ivez a laboure |
Displegañ a ra ar barzh pelec'h e oa ganet, en enez Groe. Martolod eo e dad evel e dadoù a-raok dezhañ. Ar mab hag e vamm a labour er parkoù da c'hounit o zamm bara. Embann a ra da zantez Varia emañ o eurvad en un arc'h, aet da gousket "er vered parrez". Aner eo e zaeroù avat. Ret eo "bout kreñv e'vit arc'hoazh". Goude ar c'hloerdi hag an arme e kerzho war-zu Doue en ur soñjal e petra a c'hallo lavarout dezhañ o c'hortoz war e zaoulin bezañ barnet gantañ.
Kanerien
kemmañEnrollet e oa meur a wech gant an ti-embann Mouez Breiz war pladennoù 45 tro. Kanet e oa neuze da gentañ e 1959 gant Mona Kerys[2], er bloavezhioù 1960 gant Eliane Pronost ha laz-kanañ Kanerien Bro-Ouelou Ploueg-ar-Mor[3] , ha goude c'hoazh gant Rozenn Bellec ha Soazig Noblet[4].
Muioc'h a vrud c'hoazh a roas Alan Stivell dezhañ gant e albom kentañ Reflets er bloavezhioù 1970. Hag er bloavezhioù 1990 e oa kanet gant Gilles Servat ha Yann-Fañch Kemener evit Héritage des Celtes, ha goude gant Kemener hag ar pianoour Didier Squiban. Er bloavezhioù 1990 e oa ganet gant Anne Davodeau eus laz-kanañ Mouez Bro-Landi. E 1997 e oa enrollet gant ar strollad rock keltiek L'Ange Vert en e albom Les Armes de Bretagne.
Levrlennadur ha pennadoù-skrid
kemmañ- Ar en deùlin gant Yann-Bêr Kalloc'h, Pariz, 1921.
- Me zo ganet e kreiz ar mor : Chanson pour une voix et piano, 2 bajenn, Sony music publishing, 1994
- Ar en deulin Embannadurioù Kendalc'h, 1996 (ISBN 978-2-906977-02-0)
- Alan Stivell gant Laurent Bourdelas, Embannadurioù An Telegramm, 2012.
- Me zo ganet e kreiz ar mor. Quand une mise en musique devient un tube, pennad-skrid gant Anne-Marie Dumerchat-Schouten e-barzh niverenn 242 Musique bretonne, miz Genver 2015, pajennoù 34-39. Lenn ar pennad war lec'hienn Dastum.
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Embannadurioù Kendalc'h, 1996 (ISBN 978-2-906977-02-0)
- ↑ selaou Mona Kerys war lec'hienn Gallica
- ↑ selaou Eliane Pronost ha Laz-kanañ Kanerien Bro-Ouelou Ploueg-ar-Mor war lec'hienn Dastum
- ↑ selaou Rozenn Bellec ha Soazig Noblet war lec'hienn Dastum