Mechain a oa unan eus kantrevoù Kembre er Grennamzer. Edo e reter ar vro, er pezh a oa Rouantelezh Powys gwechall. Unan eus kantrevoù brasañ ha pinvidikañ ar rouantelezh-se e oa.

Kartenn eus kantrevoù Powys, gant Mechain en o zouez.

En-dro dezhañ e oa kantrev Caereinion er c'hreisteiz, kombodoù Mochnant en hanternoz, ha kombodoù Deuddwr hag Ystrad Marchell er reter. Ar stêr Efyrnwy e oa bevenn ar c'hantrev er c'hreisteiz.

Rannet e oa e daou gombod anvet Mechain Uwch Coed ha Mechain Is Coed, abalamour ma oa ur goadeg ("coed") vras etrezo. E Meifod edo kreizenn relijiel ar c'hantrev, savet gant sant Tysilio, unan eus mibien Brochwel Ysgithrog, a oa roue Powys e dibenn ar VIvet kantved. Eno e oa ur manati hag en doa galloud war meur a iliz e-barzh ar vro, evel hini Llanfair Caereinion. E Meifod e voe beziet priñsed Powys betek an XIIvet kantved.

Gwerful Mechain, ur varzhez kembraek eus ar Grennamzer, brudet evit he gwerzennoù erotek, a oa genidik eus ar c'hantrev.