Ur varzhez kembraek eus Mechain, e Powys, e oa Gwerful Mechain pe Gwerful ferch Hywel Fychan (fl. 1462-1500), hag ar vrudetañ eus barzhezed kembraek, war-lerc'h Ann Griffiths (1776-1805), a oa ivez eus Powys. N'ouzer ket kalz a dra diwar-benn he buhez.

He buhez kemmañ

Merc'h e oa da Hywel Fychan ha d'e bried Gwenhwyfar ferch Dafydd Llwyd, a veve e kombod Mechain Is Coed. Dimeziñ a reas Gwerful da John ap Llywelyn Fychan, ha div verc'h o doe.

Hervez ur vojenn e oa tavarnourez.

Hec'h oberenn kemmañ

Gouest e oa, en hevelep barzhoneg, da gomz eus relijion ha reizh.

Levrlennadur kemmañ

  • Nerys Ann Howells, Gwaith Gwerful Mechain ac Eraill, University of Wales Centre for Advanced Welsh and Celtic Studies, 2001, ISBN 0-947531-26-2
  • Dafydd Johnston, Canu Maswedd yr Oesoedd Canol/Medieval Welsh Erotic Poetry (Caerdydd, 1991). Ennañ 'Cywydd y Cedor' hag 'I Wragedd Eiddigeiddus', gant an droidigezh saoznek.