Dafydd Llwyd o Fathafarn

Dafydd Llwyd o Fathafarn pe Dafydd Llwyd ap Llywelyn ap Gruffudd (war-dro 1400 – war-dro 1490 ) a oa ur barzh kembraek eus ar XVvet kantved, genidik eus Mathafarn, e Powys.

Er braz eus ar barzhonegoù a zo chomet war-lerc'h Dafydd Llwyd e reer anv eus ar Mab Darogan ("Mab Diougan"), a ziarbennfe yev ar Saozon hag a adsavfe Kembre evel ur vro digabestr. Evel barzhed all eus e vare, troet gant diouganoù evel-se, e voe stag e-pad ur pennad ouzh Jasper Tudor, Kont Penfro, ha goude se ouzh e niz Herri Tudor. Kontañ a reer e oa bet Herri Tudor oc'h ober un ehan e Mathafarn da gomz gantañ, pa oa war e hent da v-Bosworth e 1485. Ha goude Emgann Bosworth e voe savet barzhonegoù gant Dafydd Llwyd en enor da Herri, d'e vab Arthur ha da Rhys ap Thomas, a oa bet o stourm a-du ganto.

Barzhonegoù relijiel a skrivas ivez, kenkoulz ha barzhonegoù erotek, evel da skouer ur varzhoneg e stumm un disput gant ar varzhez Gwerful Mechain.

Levrlennadur

kemmañ
  • W. Leslie Richards, Gwaith Dafydd Llwyd o Fathafarn (Gwasg Prifysgol Cymru, 1964). Testennoù.
  • Enid P. Roberts, Dafydd Llwyd o Fathfarn (1981). Studiadenn

Liamm diavaez

kemmañ