Ur pennad Ar Menez zo ivez.

Ar Menez (Le Mené e galleg) a zo ur vroig en Argoad, e Breizh-Uhel, er Biz da Loudieg. Emañ a-ramp war Bro-Sant-Brieg ha Bro-Sant-Maloù.

Ar Menez, etre Bro-Sant-Brieg ha Bro-Sant-Maloù.

Menez Beller (pe Bel-Air) eo pennlein ar vro, 339 metr uhelder dezhañ, e kumun Trebrid. En em astenn a ra e zinaouennoù war gumunioù Trezeniel ha Plesala ivez.

El lec'h ma oa lanneier e vez gounezet hiziv edeier ha boued-chatal dreist-holl, etre koadoù bihan ha bodadoù gwez. N'eus ket garzhaoueg ken koulz lavaret. Hervez an douaroniour Pierre-Yves Le Rhun ez eus bremañ er Menez un « ec'honded trevadoù edeier hag a denn d'ar Beauce, nemet ar Middle-West e vefe. »[1].

Pennadoù kar

kemmañ
Sellit ouzh ar ger Ar Menez er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. "La Bretagne et les Bretons" gant Maurice Le Lannou, embannet gant PUF, 1991, pajenn 121.