Menez Kalvar Kanada
Menez Kalvar Kanada (Canada's Golgotha e saozneg, pe The crucifixion of a Canadian soldier) zo un delwenn arem (810 mm) gant ar c'hizeller saoz Francis Derwent Wood. Savet e oa bet e 1918. Taolenniñ a ra mojenn ar soudard kroazstaget e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Ar soudard a zo kanadian, kroazstaget eo ouzh un nor ha kelc'hiet gant soudarded alaman oc'h ober goap outañ. Hiziv-an-deiz e c'haller gwelet an delwenn e Mirdi Kanada ar Brezel.
Istor
kemmañIstor ar soudard kroazstaget a oa krog da vezañ kontet er bloavezh 1915, klemmoù a oa bet a-zivout un ofiser kanadian (ur serjant hervez a gonted diwezhatoc'h) a vefe bet kroazstaget bev gant soudarded alaman. N'eus ket bet kavet prouenn anat ebet eus an darvoud-se betek-henn, en desped ma'z eus bet soudarded o tisklêriañ o doa gwelet korf ur soudard diskouezet gant Alamanted.
Daou desteni dindan touadenn a voe embannet. Unan anezho a oa bet enoret gant ar Victoria. Gantañ e voe roet un anv d'ar soudard kroazstaget dizanv: "Sergeant Brant". An testennioù gant an daou soudard saoz hag a embanne"the corpse of a Canadian soldier fastened with bayonets to a barn door", a voe riset buan dre ma oa bet merzhet ne oa ket war lodenn an talbenn testenniekaet gant an daou soudard e oa bet sañset bezañ bet an darvoud. E 2002 un teul-film saoz gant Iain Overton a embanne e oa bet eus ur soudard kroazstaget anvet "Sergeant Harry Band" (ha n'eo ket neuze "Brant").
Tabutoù
kemmañAn delwenn a oa bet lakaet e dastumadenn ar C'hanadian War Memorial e Londrez, hag a voe brudet a-ratozh a-raok ma vefe digoret an diskouezadeg. Tresadennoù eus an oberenn a oa bet embannet gant kazetennoù Bro-Saoz, dreist-holl en Daily Mail.
An diskouezadeg e Burlington House, e Londrez, a oa da vezañ digoret e miz Genver 1919, dres a-raok sinadur emglev peoc'h Pariz. Kentañ ministr Kanada, Sir Robert Borden, en devoa goulennet enklaskoù ouzhpenn ha donoc'h evit gouzout daoust hag un istor gwirion e oa. Nebeut amzer goude, ar gouarnamant alaman a c'houlenne gant gouarnamant Kanada e vefe embannet en un doare foran e oa un istor ijinet hini ar soudard kroazstaget. D'an nebeutañ e vefe diskouezet spann prouennoù eus an torfed. Respont ofisiel Kanada a oa bet e oa prouennoù lies hag anat a-walc'h evit krediñ e oa gwir an testenioù. Pa voe goulennet gant an Alamanted kemer perzh en enklaskoù, an delwenn a voe tennet diouzhtu eus an diskouezadeg. Chomet eo kuzhet betek ar bloavezhioù 1990.
Un difenn gouarnamantel de facto a oa bet savet evit na vefe ket diskouezet pe poltrejet an delwenn. E 1989 e oa bet goulennet gant Maria Tippett e vefe implijet ur poltred eus an delwenn evit un diskouezadeg. Nac'het e voe outi. A-benn ar fin e vo diskouezet an delwenn e 1992 evit un diskouezadeg en ur mirdi brezel e Kanada anvet, "Peace Is the Dream".
An delwenn a zo bet diskouezet e 2000 evit an diskouezadeg anvet "Under the Sign of the Cross: Creative Expressions of Christianity in Canada" e Mirdi Kanada ar sevenadur. Ha savet e oa tabut en-dro.