Merc'her Beure (stirad skinwel)

Merc'her Beure (Un Bore Mercher e kembraeg, Keeping Faith e saozneg) zo ur stirad skinwel kembreat. Produet eo bet an heuliadenn e Bro-Gembre gant Vox Pictures evit an S4C hag ar BBC.

Skignet eo bet Keeping Faith e kembraeg e 2017 war an S4C[1], hag e saozneg e 2018 war ar BBC[2].

E Bro-C'hall eo bet skignet an heuliadenn e brezhoneg war Brezhoweb adalek ar 6 a viz Du 2020[3],[4], hag er memes koulz e galleg war Prime Video[3],[5]. Ar wech kentañ e oa e Bro-C'hall evit un heuliadenn bezañ aotreet da vezañ skignet en ur yezh "rannvroel" er memes koulz hag e galleg war Amazon Prime[3].

An istor kemmañ

Faith Howels, alvokadez war he c'hoñje mammelezh, a zo dimezet gant ur paotr anvet Evan. Pa zihun Faith goude un nozvezh riboul gant mignonezed, eo aet he gwaz diwar-wel. Kregiñ a ra Faith gant un enklask evit adkavout anezhañ hag evit kaout respontoù d'he goulennoù. Tamm-ha-tamm e kompren Faith e rene he gwaz div vuhez.

Rannoù kemmañ

Koulzad 1 kemmañ

Rann 1 kemmañ

Pa zihun goude un nozvezh riboul, ne oar ket Faith Howells, alvokadez startijenn ganti war he c’hoñje mammelezh, eo ar wech ziwezhañ dezhi gwelet Evan, he gwaz ha kenberzhiad e kabined alvokaded ar familh Howells.

Rann 2 kemmañ

Un deiz zo eo dianket Evan. N’he deus ket kontet Faith d’ar polis diouzh ar gartenn identelezh faos, e anv Alec Fenton, nag eus ar berukenn. Lavaret e vez dezhi n’eo ket bet gwelet Evan er sal boks abaoe daou viz. Met da belec’h ez ae d’ar Merc’her noz eta ?

Rann 3 kemmañ

Krediñ a ra start d’an ofiserez Williams eo Faith zo e penn diankadenn Evan, nemet n’he deus prouenn ebet. Ne oar ket Faith petra rank kompren p’en em gav gant un test TDN arnodiñ tadelezh. Mont a ra da welet psikologour Evan da gaout respontoù.

Rann 4 kemmañ

Kontañ a ra Steve da Faith en doa gwelet Evan, o vezañ rediet da bignat e oto Erin Glynn, merc’h d’ur mafiaour eus ar vro. A-drugarez da Evan eo e oa bet didamallet Erin a vuntr ur bloaz kentoc’h. Gant skoazell Steve e teu Faith a-benn d’en em gavout gant Dewi Glynn. Kontañ a ra hemañ emañ Evan en e zle, hag eo hi bremañ, evel kenberzhiadez, a ranko resteurel ar 80 000 lur dezhañ a-benn ur sizhun.

Rann 5 kemmañ

Tra m’emañ ar polis o ren un enklask war an enfreuz bet e ti Faith, ez a honnezh da welet Cerys evit klask gouzout hiroc’h war an darempredoù a liamme Evan ouzh ar re Glynn. Kregiñ a ra Faith ha Steve da dommañ an eil ouzh egile, ar pezh a verzh an ofiserez Williams p’he deus goulennet digant ar bolisez Jones heuliañ Faith dre guzh.

Rann 6 kemmañ

Adkavet eo bet oto Evan en ul lec’h anavezet evit an emlazhioù niverus bet eno. Met ne oa lizher ebet ennañ.

Rann 7

Kompren a ra Faith eo bet paeet Arthur da spiañ warni, met nac’hañ a ra hemañ lavarout gant piv. N’he deus ket Williams prouennoù awalc’h evit enkablañ Faith. Diouzh he zu e klask Faith tud a vefe prest da destenniañ a-du ganti el lezvarn ma c’hello adkavout he bugale.

Rann 8

Stourm a ra Faith el lezvarn evit adkavout he bugale. E-keit-se e klask Steve marc’hata gant e implijer-bet ma c’hello hi bezañ dieubet diouzh aferioù Evan. Emañ Faith war-nes deskiñ ar wirionez diwar-benn diankadenn Evan...

An aktourien kemmañ

  • Eve Myles : Faith Howells ; alvokadez, mamm tri bugel ha gwreg Evan Howells
  • Bradley Freegard : Evan Howells; gwaz Faith, avokad
  • Demi Letherby : Alys Howells ; merc'h henañ Faith hag Evan
  • Lacey Jones : Megan Howells ; merc'h etre henañ Faith hag Evan
  • Oscar et Harry Unsworth : Rhodri Howells ; mab Faith hag Evan
  • Aneirin Hughes : Tom Howells ; tad Evan hag avokad
  • Hannah Daniel : Cerys Jones ; alvokadez
  • Betsan Llwyd (Un Bore Mercher) / Suzanne Packer (Keeping Faith) : Delyth Lloyd
  • Steffan Rhodri : Gwyn Daniels
  • Matthew Gravelle : Terry Price
  • Mali Harries : Bethan Price ; gwreg Terry ha c'hoar Evan
  • Rhian Morgan : Marion Howells ; mamm Evan
  • Mark Lewis Jones : Steve Baldini ;
  • Martha Bright : Angie Baldini ; merc'h Steve
  • Alex Harries : Arthur Davies ;
  • Catherine Ayers : Lisa Connors, gwellañ mignonez Faith
  • Richard Elfyn : Huw Parry ; enseller polis Swansea

Liammoù diavez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ