Mercè Rodoreda
Mercè Rodoreda i Gurguí (10 Here 1908 – 13 Ebrel 1983) a oa ur skrivagnerez katalanek hag unan eus skrivagnerien bouezusuañ Katalonia en XXvet kantved.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Spagn |
Anv e yezh-vamm an den | Mercè Rodoreda i Gurguí |
Anv ganedigezh | Mercè Rodoreda i Gurguí |
Anv-bihan | Mercè |
Anv-familh | Rodoreda |
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolek | Gurguí |
Deiziad ganedigezh | 10 Her 1908 |
Lec'h ganedigezh | Barcelona |
Deiziad ar marv | 13 Ebr 1983 |
Lec'h ar marv | Girona |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev an avu |
Lec'h douaridigezh | Cementiri de Romanyà de la Selva |
Tad | Andreu Rodoreda i Sallent |
Mamm | Montserrat Gurguí i Guàrdia |
Pried | Joan Gurguí |
Kompagnun(ez) | Armand Obiols |
Bugel | Jordi Gurguí i Rodoreda |
Yezh vamm | katalaneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | katalaneg, spagnoleg, esperanteg |
Yezh implijet dre skrid | katalaneg |
Micher | skrivagner, romanter, barzh, Esperantist, short story writer |
Tachenn labour | lennegezh |
Implijer | Revista de Catalunya, Comissariat de propaganda, La Publicitat, Institució de les Lletres Catalanes |
Bet war ar studi e | Escola Menéndez Pelayo, Liceu Dalmau |
Deroù ar prantad labour | 1930 |
Ezel eus | Associació d'Escriptors en Llengua Catalana |
Tachenn | barzhoniezh |
Levezonet gant | Pere Gurguí, Delfí Dalmau i Gener |
Lec'hienn ofisiel | http://www.mercerodoreda.cat/ |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | reproduction right represented by CISAC-member |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Buhez
kemmañGanet e voe Mercè Rodoreda e Sant Gervasi, ur c'harter eus Barcelona[1]. Didrubuilh e voe he bugaleaj, gant un tad troet gant al lennegezh hag ur vamm troet gant ar sonerezh. Lenn a reas oberennoù ur bern skrivagnerien gatalanek, klasel pe vodern, evel Jacint Verdaguer, Ramon Llull, Joan Maragall pe Josep Carner. C’hoari a reas e meur a bezh-c’hoari e-kerzh he bugaleaj. Levezonet e voe ivez gant he zad-kozh, a zeskas dezhi liorzhañ ha karout al lennegezh. Gwall skoet e voe pa varvas-eñ, hag hi daouzek vloaz.
E 1928 e timezas d’he eontr Joan Gurguí (14 vloaz koshoc’h egeti) hag ur mab o devoe, Jordi Gurguí. Adalek ar mare-se e krogas Mercè Rodoreda da skrivañ lennegezh, evit tec’hel diouzh he buhez evel « maouez er gêr ». Neuze e savas barzhonegoù, ur pezh-c’hoari hag ur romant. Da vare an Eil Republik spagnol, er bloavezhioù 1930, e labouras ivez evel kazetennerez. E 1937 e tapas ar priz Joan Crexells gant he romant Aloma. Sellet a rae-hi outañ evel he levr « azv » kentañ, met adskrivet e voe ganti penn-da-benn e 1969. Er bloaz-se ivez e tispartias diouzh he gwaz Joan Gurguí.
Abalamour d’ar Brezel Diabarzh e kuitaas Barcelona e 1939. Bevañ a reas en harlu e Roissy-en-Brie, e Bro-C'hall, da gentañ, a-raok tec'hel da Suis hag en em staliañ e Geneva. E Geneva, ma veve gant he c’haredig, Joan Prat, e skrivas he levr anavezetañ, La plaça del Diamant, a seller outañ evel ar romant katalanek pouezusañ en eil hanterenn an XXvet kantved.
E 1972 e tistroas da Gatalonia hag ober a reas he annez e Romanyà de la Selva, ur geriadenn nepell diouzh an aod, e proviñs Girona. Eno e skrivas levrioù all c’hoazh. E 1980 e voe embannet he romant diwezhañ Quanta, quanta guerra... hag er bloavezh-se ivez e tapas ar Premi d'Honor de les Lletres Catalanes (Priz a enor al lizhiri katalanek)
Mervel a reas diwar ur c’hrign-bev e 1983 ha beziet e voe e Romanyà de la Selva.
Oberenn
kemmañRomantoù he deus skrivet Mercè Rodoreda dreist-holl, met ivez barzhonegoù ha pezhioù-c’hoari. Meur a hini eus he romantoù zo bet troet e yezhoù all, ar galleg hag ar saozneg en o zouez. E-mesk he levrioù anavezetañ e c’haller menegiñ :
- (1932) Sóc una dona honrada?
- (1934) Del que hom no pot fugir
- (1934) Un dia en la vida d'un home
- (1936) Crim
- (1938) Aloma
- (1958) Vint-i-dos contes
- (1962) La plaça del Diamant
- (1966) El carrer de les Camèlies
- (1967) Jardí vora el mar
- (1967) La meva Cristina i altres contes
- (1974) Mirall trencat
- (1978) Semblava de seda i altres contes
- (1979) Tots els contes
- (1980) Viatges i flors
- (1980) Quanta, quanta guerra...
- (1986) La mort i la primavera