Michel Tonnerre, bet ganet e Kemperle d'an 30 a viz Mezheven 1949 ha marvet en Oriant d'an 3 a viz Gouere 2012, a oa ur c'haner-sonaozer. Brudet e oa en abeg d'ar sonennoù martolod a oa-eñ boas da ganañ. Piv n'en deus ket klevet ar son Quinze Marins, ha kanet anezhi marteze[1] ? Sed aze unan eus an holl sonioù bet skrivet gant Michel Tonnerre, en doa krouet ar strollad Djiboudjep.

Michel Tonnerre e Pempoull e 2010

Pladennoù

kemmañ
  • 1992 : Fumier d'baleine (Keltia Musique)
  • 1993 : Ti Beudeff (Keltia Musique)
  • 1995 : L'oiseau noir (Keltia Musique)
  • 1997 : Douce barbarie (Keltia Musique)
  • 2003 : Kanaka (Créon Musique)
  • 2007 : Quinze Marins
  • 2008 : C'est la mer... (Coop Breizh)
  • 2012 : Ar mor (Coop Breizh)

Notennoù

kemmañ
  1. Steuñv ar ganaouenn milvrudet-se a zeu eus an hini a sav ur wech an amzer e Enez an Teñzor gant Robert Louis Stevenson.