Middle-earth: Shadow of Mordor

Middle-earth: Shadow of Mordor
Middle-earth: Shadow of Mordor
Doare C'hoari trede sell
Embannet SUA 30 a viz Gwengolo 2014

3 a viz Here 2014

Krouerien Monolith Productions
Embanner Warner Bros. Interactive Entertainment
Doare C'hoari e-unan
Sistem diazez Microsoft Windows
Sistemoù Microsoft Windows
Bro Monolith Productions Stadoù-Unanet Amerika
Lec'hienn internet Lechienn ofisiel Middle-earth: Shadow of Mordor
Peseurt oad

Middle-earth: Shadow of Mordor a zo ur c'hoari ober-avantur en ur bed digor e bed ijinet Tolkien. Savet eo bet ar c'hoari gant Monolith Productions hag embannet eo bet gant Warner Bros. Interactive Entertainment. Kemennet e oa en un doare ofisiel e miz Du 2013, hag embannet war Microsoft Windows, PlayStation 4, hag Xbox One e miz Gwengolo 2014 a-raok bezañ adembannet war PlayStation 3 hag Xbox 360 e miz Du 2014.

Istor kemmañ

Kregiñ a ra an istor etre darvoudoù an Hobbit ha re Aotrou ar Gwalennoù. Talion, ur c'habiten eus Gondor, a zo staliet en ur warnizon el lec'h ma vo savet Dor zu ar Mordor diwezhatoc'h. Taget eo ar warnizon gant orked Sauron en o fenn tri c'habiten Númenórean du : Morzhol Sauron (gant mouezh John DiMaggio), Tour Sauron (gant mouezh J. B. Blanc), hag unan eus letananted galloudusañ Mordor, Dorn du Sauron (gant mouezh Nolan North). Talion, e wreg Loreth (Laura Bailey), hag e vab Dirhael a zo seizet hag aberzhet en ul lid gant Dorn du Sauron a-benn dasorc'hiñ an Aotrou Elf Celebrimbor. Al lid a dro da vat ha Celebrimbor (erru divemor goude bezañ bet ur spes e-pad kantvedoù) a zeu en-dro met e korf Talion emañ. Setu perak ne varv ket an haroz gant e familh. Talion ha Celebrimbor a grog neuze gant hent ar veñjañs evit diouennañ muntrerien ar familh.

Heuliad kemmañ

Un eil lodenn eus ar c'hoari anvet Middle-earth : Shadow of War zo bet embannet d'an 22 a viz Eost 2017.