Miguel Najdorf
Miguel Najdorf (Moishe Mieczysław Najdorf) a zo bet ganet d'ar 15 a viz Ebrel 1910 e Grodzisk Mazowiecki, (Polonia) ha marvet d'ar 4 a viz Gouere 1997 e Malaga, (Spagn).
Mestrc'hoarier echedoù poloniat-arc'hantinat. Heuliañ a reas kentelioù Savielly Tartakower.
Pa darzhas an Eil brezel bed e 1939, edo e Buenos Aires en Arc'hantina, e-lec'h ma oa o c'hoari e anv Polonia en VIIIvet Olimpiadenn Echedoù. Dre ma oa yuzev e komprenas an arvar a vefe bet evitañ distreiñ da Bolonia: divizout a reas chom da vevañ en Arc'hantina ha bout broadet arc'hantinat. Ur ranngalon e voe evitañ. E familh a-bezh a voe lazhet e kampoù ar marv.
Kemm Najdorf en Difenn Sikilian
kemmañLuziet ha doujet e vez an digoradenn-mañ, degaset gant Najdorf hag implijet alies evit respont ouzh 1.e4, da skouer gant kampionoù e-giz Bobby Fischer ha Garry Kasparov:
1. e4 c5
2. Mf3 d6
3. d4 cxd4
4. Mxd4 Nf6
5. Mc3 a6
Ul levr diwar e benn
kemmañ- Tomasz Lissowski hag Adrian Mikhalchishin, Najdorf: life and games, Embannadurioù Batsford, London 2005. ISBN 0-7134-8920-0
Liammoù diavaez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Miguel Najdorf a c'hoarias ur wezh [1] ur bartienn a-enep da Ernesto Che Guevara (nul e voe an disoc'h, dre pat); c'hoari a reas ivez a-enep da Fidel Castro.
- Partiennoù Najdorf
- Miguel Najdorf 1129 partienn e pgn.
- 15 Lec'hiadenn ag e bartiennoù