Mykonos
Mykonos (Μύκονος e gresianeg; Myconus e latin) zo un enezenn eus Enezeg ar C'hikladez e kreiz Mor Egea, etre Tinos (e gwalarn), Syros (er Kornôg), Paros (e mervent) ha Naksos (e su). 86 km2 zo dezhi, ha n'eo ket uheloc'h eget 364 m. Greunvaenek eo an douar, ha kras. 6.200 a dud a oa e 2002. Kêr Mikonos eo ar gêr vrasañ er c'hornog.
Da gentañ e teue tud di a-benn mont alese da weladenniñ monumantoù Delos, e-kichenik. Bremañ e vez gweladennet gant touristed a bep bro.
Kaer eo an traezhennoù ha birvidik ar vuhez e-pad an noz. Al lec'h hañviñ brudetañ eus Gres eo, un tamm evel Eivissa, pe Sant-Tropez e broioù arall.
Istor
kemmañEno e voe emgannoù bras etre Zeus hag ar Ramzed. Trevadennet e voe an enez gant Aten.
Ar vuhez diouzh an noz
kemmañAr vuhez diouzh an noz e Mykonos zo brudet da vezañ eus ar re virvidikañ en a c'haller kavout Europa a-hervez. Emañ an enezenn e-touez al lec'hioù darempredet ar muiañ gant a re a blij dezhe ar boestoù-noz diouzh ar c'hiz, evel en Ibiza, Ayia Napa ha Rimini. Tro a vefe da welet eno DJed e-touez ar re vrudetañ en Europa er c'hluboù hag en tavarnioù-aod. Gallout a reer menegiñ en o mesk ar Paradise, ar Super Paradise hag ar Paranga. En em gavout a ra ur gumuniezh heñvelrevidi bras-a-walc'h eno e-pad an hañv hag un niver bras a davarnioù paotretaerien a gaver ivez.
Ar vuhez diouzh an noz e Mikonos a zo diazezet war obererezh an tavarnioù muioc'h evit war hini ar boestoù-noz, Daoust da se e c'haller kavout boestoù-noz a-feson niverus a-walc'h en enezenn.
Skeudennoù
kemmañ-
Pelikan o weladenniñ Mikonos
-
Porched e Mikonos