Mineko Oba
Mineko Oba
Mineko Hirano e 1937
Anv badez 大場峯子 (Mineko Hirano)
Deiziad ganedigezh 1912
Aet da anaon 1992 (80 bloaz)

Gamagori, Aichi

Lec'h ganedigezh Gamagori, Japan
Bro Impalaeriezh Japan
  • Hirano Mineko eo ar stumm japanek , Hirano o vezañ an anv-tiegezh, met dalc'het e vezo da stumm kornôgel urzhiadur an anvioù tud amañ.

Mineko Hirano, ganet e 1912 hag aet da anaon e 1978, e Gamagori Aichi, e Japan, a oa ur Japanadez anavezet dreist-holl evel gwreg ar c'habiten Sakae Oba.

A-raok an Eil-Brezel bed

kemmañ

Dimezet ez eo Mineko Hirano gant Sakae Oba e 1933 a-raok ma zafe da engouestlañ e Lu Impalaeriezh Japan en 18vet rejimant douarlu Impalaeriezh Japan[1].

Ganet ez eo ur mab Hisamitsu Oba e 1937, dres a-raok ma vefe kaset ar c'habiten da vrezeliñ da Sina gant e rejimant.

E-pad ar Brezel

kemmañ

Chomet ez eo he etre 1937 ha 1945 e-unan penn gant ur bugel yaouank flamm pad ma oa e gwaz o vrezeliñ. Deuet ez eo a-benn da zesevel ar bugel ha da genderc'hel da grakvevañ paneveken aergelc'h ar brezel o vont war fallaat evit Impalaeriezh Japan.

Goude ar Brezel

kemmañ

Ur wech dieubet he gwaz gant an Amerikaned e tistroio eñ da Japan hag adkavout e familh.

Mont a rae gant he gwaz da welladenniñ e gamaraded ez-soudarded betek mont da welladenniñ e enebourien a-gozh Amerikaned, er Stadoù-Unanet[2].

Mineko Oba hiziv-an-deiz

kemmañ

Gant kresk brud he gwaz ez eo deuet war wel Mineko Oba, taolenniñ a rae ar strivoù bet graet gant maouezed Japan e-pad an Eil brezel-bed. Tra ma vefe evit an tu dehou pellañ oc'h huñvreal d'an Impalaeriezh kozh pe evit an dud difennerien tu ar merc'hed.

E-pad ar brezel ez eus bet eskemmet 1200 pajennoù lizhiri pe kartennoù-post etre Mineko Oba hag he gwaz. An darn a oa bet eskemmet etre 1937 ha 1941 ul lod raloc'h a ya betek fin ar bloavezh 1944. Embannet ez eo bet ur choaz anezho dre c'hoant o mab Hisamitsu Oba er bloavezh 2010.

Tro-spered Mineko Hirano

kemmañ

Dedennet bras e oa he gant arz ar bleunioù hag an dañsoù hengounel japanaat[3].

Levrlennadur

kemmañ
  • Senka no rabu retah (Lizhiri karantez eus tanioù ar brezel), lizhiri choazet, gant Sato Yoshihisa, embannadur Toyohashi Tokai-nichi Nichi-shinbun Publishers, 23 a viz Eost 2010. (ja) (en)

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
    Impalaeriezh Japan  –  An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan