Sakae Oba
Sakae Oba | |
---|---|
Kabiten (Rikugun Taii) Sakae Oba e 1937 | |
Anv badez | 大場 栄 |
Lesanvioù | Kabiten Oba (Rikugun Taii Oba) Louarn Saipan (The fox of Saipan) |
Deiziad ganedigezh | 21 a viz Meurzh 1914 |
Aet da anaon | 8 a viz Even 1992 (78 bloaz) |
Lec'h ganedigezh | Gamagori, Aichi Japan |
Bro | ![]() |
Skourr | ![]() |
Micherioù | Kelenner Soudard |
Renk | Kabiten (Rikugun Taii) |
Unvezh | 18vet rejimant douarlu Impalaeriezh Japan |
Emgannioù pennañ | Emgann Shanghai (Eost 1937- Du 1937) |
Enorioù | ![]() |
Urzh ar Skoul Aour | |
kemmañ ![]() |
- E Japaneg e reer gant Ōba Sakae met dalc'het e vezo da stumm kornôgel urzhiadur an anvioù tud amañ.
Sakae Ōba (Japaneg: 大場 栄 Ōba Sakae), ganet d'an 21 a viz Meurzh 1914, hag aet da anaon d'an 8 a viz Even 1992, a oa un ofisour eus Lu Impalaeriezh Japan, engouestlet en Eil Brezel-bed war tachennoù emgann Sina ha re Brezel ar Meurvor Habask.
Sakae Oba kadourAozañ
A-raok Emgann SaipanAozañ
Er bloavezh 1934 e oa bet galvet Sakae Oba d'ober e servij soudard. Kuitaat a reas e dud da vont d'an 18vet rejimant eus douarlu Japan. Gant an unvezh-se e vezo kaset da gemer perzh en aloubadeg Sina gant Lu Impalaeriezh Japan ha, dreist-holl, Emgann Shanghai.
En em gavout a rae eno e Miz Eost 1937.
Emgann SaipanAozañ
Er bloaz 1944 e voe tennet an 18vet rejimant eus douarlu Japan eus Manchouria d'e gas da tachennoù-emgann Brezel ar Meurvor Habask.
Goude emgann SaipanAozañ
Tec'houtAozañ
Ur wech echuet emgann Saipan dre un Argadenn Banzai ramzel (5000 soudard) o welet douarlu Japan riset e chom bev c'hoazh ar c'habiten Sakae Oba. Ne fell ket dezhañ treitouriñ an touadenn a reas pa emezellas e Lu Impalaeriezh Japan, bezañ leal betek penn d'an impalaer. Choaz a ra neuze da vont da guzhat ha da genderc'hel ar stourm kavout a ra un hent Gyokusai dezhañ e-unan, kenderc'hel ar stourm betek penn e plas an emlazh enorus.
Kavout a raio 46 soudard japanaat all a-benn kenderc'hel ar stourm, ouzhpenn da-se e kavo 160/ 200 trevour o terc'hout gant ar spont rak an Amerikaned [1] . Ar re-se o devoa choazet da glask krakvevañ e-serr emlazhañ evel darn anezidi an enezenn (Tro 22 000).
KuzhañAozañ
Ar strollad stourm hag ar repuidi a derc'has etrezek ar janglenn. Penn ar gwarnizon amerikan aet da skuizh a lakao 3000 soudard Marines da vale skoaz-ha-skoaz dre an enezenn a-benn tapout al Louarn hag e zud, un taol-kleze en dour e vezo.
Kenderc'hel ar stourmAozañ
Dispriziet, spouronet met doujet, setu penaos ez eo diskrivet Louarn Saipan (lesanv bet roet dezhañ gant e enebourien Amerikaned) gant ar soudarded kozh bet enebourien dezhañ.
Ne chom ket nemetken da c'hortoz er janglenn met kenderc'hel a ra ar stourm dre laerezh dafar (boued, louzhoù hag armoù) d'an Amerikaned ha tagañ anezho. Dont a raio a-benn da zistrujañ ur c'harr-nij B-29 war an aerborzh brezel Amerikan bet staliet goude emgann Saipan. [2]
Tagañ a ra pa c'hell an Amerikaned a vez o klask war e-lerc'h er janglenn ha kuzhat, betek o lakaat da dreiñ da sot[3].
Daskor Sakae ObaAozañ
Daskor Louarn Saipan hag e strollad stourm a vezo d'ar 1añ a viz Kerzu 1945, 18 miz goude fin emgann Saipan[4], 3 miz goude daskoridigezh Impalaeriezh Japan [5]
Goude an Eil brezel-bedAozañ
Ur wech dieubet gant an Amerikaned e tistroio Sakae Oba e Gamagori da adkavout e wreg Mineko Oba.
Dont a raio a-benn da gejañ gant Impalaer Japan 'pezh a chomo marteze an darvoud pouezhusañ en e vuhez dezhañ hervezañ.
Enoret e oa bet gant medalenn urzh ar Skoul Aour evit e obererezh e-pad ar brezel. Chomet ez eo sioul war an Eil Brezel-bed, darn an dud betek he wreg o vezañ dianav eus an darvoudoù betek ma teufe Don Jones o tont da atersiñ Sakae Oba er bloavezhioù 1960 evit skrivañ e levr.[6]
Dre sikour e gamarad Don Jones e teuas a-benn da adpakañ e sabrenn bet roet d'an ofiser amerikan e-pad e godianidigezh. Ar sabrenn a zo chomet abaoe e familh Oba.
LevrlennadurezhAozañ
- Oba, the Last Samurai: Saipan 1944-45, Gant Don Jones, embannadur Presidio Press, 1986 ISBN 9780891412458 (en)
- タッポーチョ―「敵ながら天晴」大場隊の勇戦512日 [Tapochau, or In Praise of My Enemy: The Oba Unit and 512 Days' of Gallant Struggle] (Japeng). Sadamu Nakamura. gant Don Jones, embannadur Tokyo: Shodensha Publishing Co, 1982 ASIN B000J7FUHW (ja) (en)
- Japan’s renegade hero gives Saipan new hope, gant Rob Gilhooly, pennad kazetenn embannet e Japantimes, 15 a viz Mae 2011. (en)
- No Surrender!: Seven Japanese WWII Soldiers Who Refused to Surrender After the War, gant William Webb, embannadur CreateSpace Independent Publishing Platform (108 pajenn), 14 a viz Gouere 2014, ISBN 1500527017 (en)
- Senka no rabu retah (Lizhiri karantez eus tanioù ar brezel), lizhiri choazet, gant Sato Yoshihisa, embannadur Toyohashi Tokai-nichi Nichi-shinbun Publishers, 23 a viz Eost 2010 (ja) (en)
FilmadurezhAozañ
FilmoùAozañ
- Oba : The Last Samurai (Taiheiyou no kiseki: Fokkusu to yobareta otoko), gant Hideyuki Hirayama, 2011 (ja) (en)
Liammoù diavaezAozañ
Pennadoù karrAozañ
Notennoù ha daveennoùAozañ
- ↑ http://www.japantimes.co.jp/life/2011/05/15/general/japans-renegade-hero-gives-saipan-new-hope/
- ↑ http://articles.chicagotribune.com/1986-09-15/features/8603080984_1_saipan-japanese-mythic-proportions
- ↑ http://articles.sun-sentinel.com/1986-08-02/news/8602150263_1_japanese-man-jones-orlando-hyatt-hotel
- ↑ "No Surrender!: Seven Japanese WWII Soldiers Who Refused to Surrender After the War, gant William Webb"
- ↑ http://www.nps.gov/archive/amme/wwii_museum/end_of_battle/captain_obas_company.html
- ↑ http://articles.chicagotribune.com/1986-09-15/features/8603080984_1_saipan-japanese-mythic-proportions
Impalaeriezh Japan – An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan |