Mira Aroyo (bulgareg : Мира Аройо) (1977 e Sofia) a zo ezel eus ar strollad sonerien Ladytron. E Londrez emañ o chom.

Mira looking e Bluefest en Ottawa e 2008

A-orin bulgar ha yuzev eo, ha pa oa 10 vloaz ez eas eas da Israel gant he familh. Ezel nemetañ Ladytron ha ne voe ket o chom e Liverpool eo : Reuben Wu ha Daniel Hunt a gasas o bugaleaj eno, studiet he deus Helen Marnie er gêr-se. Pa oa DJ e Londrez e kejas Aroyo ouzh Danny Hunt hag a oa DJ ivez, hag e verzjont e plije ar memes sonerezh dezho[1]. Er strollad e son kenaozer hag e kan. Sevel ha kanañ kanaouenn saoznek ha bulgarek a ra er strollad. Barrek eo ivez war ar genetik, hag un diplom war ar skiant-se he deus tapet e rann biokimiezh skol-veur Oxford[2] Kensavet he deus ar pennad Species specificity in the activation of Xer recombination at dif by FtsK, embannet e Molecular Microbiology e 2003[3].

Notennoù kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ