Mirdi Bode
Mirdi Bode (alamaneg : Bode-Museum) a zo unan eus ar mirdioù a gaver en Enezenn ar mirdioù e Berlin. Treset eo bet steuñv ar mirdi gant Ernst von Ihne hag e chuet e voe ar chanter e 1904. Er penn-kentañ e voe anvet Kaiser-Friedrich-Museum diwar anv an impalaer Friedrich III. E 1956 e voe kemmet an anv da enoriñ ar mirour kentañ, Wilhelm von Bode e anv.
Serret e voe ar mirdi a-benn bezañ kempennet e 1997, ha digoret en-dro d'an 18 a viz Here 2006[1] Ennañ e kaver delwennoù, arz bizantian, pezhioù ha medalennoù.[2]. En dastumad delwennoù e kaver oberennoù kristen ar Reter, re eus Bizantion ha Ravenna, re all eus ar Grennamzer, arz gotek italian hag eus penn-kentañ an Azginivelezh. Kavout a reer ivez oberennoù eus dibenn an arz gotek alaman (Tilman Riemenschneider) re eus an Azginivelezh e su Alamagn, hag arz barok prusian (betek an 18vet kantved).
Er Münzkabinett e kaver unan eus brasañ dastumadoù pezhioù-moneiz a zo er bed. Pezhioù eus ar 7vet kantved kent JK betek an deiz a hiziv a zo. En holl ez eus war-dro 500 000 pezh en dastumad.
SkeudennoùAozañ
Dañsour gant Antonio Canova
Feunteun gant Gian Lorenzo Bernini
Enezenn ar mirdioù gant Mirdi Pergamon ha Mirdi Bode (1951)
NotennoùAozañ
Liammoù diavaezAozañ
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |