Mirmidoned
Ar Vyrmidoned (henc'hresianeg : Μυρμιδόνες Myrmidónes, eus μύρμηξ mýrmex « merienenn ») zo ur bobl vojennel eus Henc'hres.
Meneget int en Ilias, oberenn Homeros, ha perzh a gemeront e brezel Troia, gant an haroz Ac'hilleüs. Diskenn a rajent eus ur roue Myrmidon, a vije bet roue Fthia, mab da Zeus hag Eurymedousa, priñsez eus Fthia, a voe hoalet gantañ pa oa aet an doue e stumm ur verienenn.
Brudet e oa o fealded.
Yezhoù
kemmañImplijet eo bet ar ger e saozneg evit ober anv eus soudarded pe mevelien sentus prest da skeiñ.
Lennegezh
kemmañ- Homeros, Ilias
- Ovidius, Metamorfozoù
- Aesc'hulos, Ar virmidoned, trajedienn aet da goll
- Pierre de Ronsard - Les Amours (ur meneg er varzhoneg Je ne suis pas ma guerrière Cassandre)
- William Shakespeare, Troilus and Cressida.