Missing (film, 1982)

Missing (Aet da get e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet gant ar filmaozer gall-gresian Costa-Gavras e 1981.

Eizhvet film hir Costa-Gavras eo Missing, deuet e-maez da-heul Clair de femme (1979) hag a-raok Hanna K. (1983). Diazezet eo war istor gwir ar c'hazetenner stadunanat Charles Horman (1942-1973), aet da get da-heul darvoudoù gwadek Taol-stad Gwengolo 1973 e Chile kaset da benn gant ar jeneral Augusto Pinochet ouzh gouarnamant Salvador Allende.

E penn e vro e oa an diktatour chilean c'hoazh pa voe kroget gant ar film, ken kizidik an danvez anezhañ ma voe divizet e dreiñ e Mec'hiko dre guzh. Nathaniel Davis, bet kannadour Stadoù-Unanet Amerika e Chile (1971-1973), a savas klemm ouzh Costa-Gavras hag Universal Pictures evit gwallvruderezh : ne zalc'has al lez-varn karg ebet en o enep avat.

Kement-se ne viras ket ouzh Missing a vezañ gopret e Canas (Bro-C'hall) e 1982 : al Lore Aour evit ar film (a-gevret gant Yol gant Serif Gören ha Yilmaz Güney) ha Priz ar gwellañ aktour evit Jack Lemmon. E 1983 e voe paket an Academy Award for Best Adapted Screenplay (Oscar evit ar gwellañ senario azasaet) gant Costas-Gavras ha Donald E. Stewart ivez.

Fichenn deknikel

kemmañ

An danvez

kemmañ

Ar gomedianed pennañ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ