Mor Gwenn
Ar Mor Gwenn (Бе́лое мо́ре, Bièloie more e rusianeg) zo ur pleg-mor er gwalarn da Rusia. Rannet eo diouzh Mor Barents gant ledenez Kola. En-dro d'ar Mor Gwenn emañ neuze ledenez Kola en hanternoz, Karelia er c'hornôg, ha ledenez Kanin er biz.
Arc'hangelsk eo ar porzh brasañ e goueled ar Mor Gwenn. Unan eus porzhioù bras Rusia eo, hag ur porzh a bouez bras eo bet en istor kenwerzh Rusia gant Europa ha gant ar bed dre vras. Hiziv ez eo ur porzh bras c'hoazh evit morlu Rusia, dreist-holl evit al listri-spluj.
En em astenn a ra war ur gorread a 90 000 km², ha 67 m eo an donder well-wazh, 350 m d'ar muiañ.
Ur ganol zo etre ar Mor Gwenn hag ar Mor Baltel.