Mor an Nektar (Mare Nectaris) a zo ur mor loarel bihan (ur blaenenn a vaen teuzet teñvaloc'h eget ar peurrest eus al Loar) lec'hiet etre Mor ar Sioulded (Mare Tranquilitatis) ha Mor ar Frouezhusted (Mare Fecunditatis). Ar Montes Pyrenaeus a gaver war riblenn ar c'hornôg. Ar c'hrater bras lec'hiet e-kreiz ar mor a zo anvet Rosse.

Mor an Nektar en an dachenn deñval a zo e krec'h ar skeudenn

Douarouriezh

kemmañ

Un donder a 1 000 m en deus Mor an Nektar ha krouet e voe e-pad an Nektareg hag an Imbrian Izel. Ar c'hrater Theophilus, e biz ar mor, a voe furmet e-pad an Eratostenian.