Morfa Rhuddlan
Morfa Rhuddlan zo un dachennad douaroù izel ha gleborek, tost d'ar mor, er c'hornôg da gêr Rhuddlan.
Morfa Rhuddlan
Stad | Rouantelezh-Unanet |
---|---|
E tiriad | Sir Conwy |
Kontelezh istorel | Denbighshire |
Lec'h | Rhuddlan |
Daveennoù douaroniel | 53°17′24″N 3°33′2″W |
En em astenn a ra e Sir Conwy dreist-holl, gant un tamm e Sir Ddinbych.
Eno e c'hoarvezas Emgann Morfa Rhuddlan er bloavezh 796, etre tud Gwynedd, renet marteze gant ar roue Caradog ap Meirion, ha tud Mercia, renet gant ar roue Offa. Kontet e voe an emgann-se e-barzh an Annales Cambriae.