Morgan Llwyd (1619 – 3 Mezheven 1659) a oa ur prezeger puritan kembreat hag ur skrivagner.

E vuhez

kemmañ

Ganet e voe Morgan Llwyd e maner Cynfal-fawr, e parrez Maentwrog, e Sir Feirionnydd kozh (kreisteiz Gwynedd bremañ). E dad-kozh Huw Llwyd a oa soudard eus e vicher, hag ur barzh kembraek anavezet.

Dindan ren Oliver Cromwell e teuas da vezañ anavezet, evel prezeger ha skrivagner. E levr anavezetañ eo Llyfr y Tri Aderyn ("Levr an Tri Labous"), embannet e 1653. Ur diviz eo etre un erer (arouez ar galloud politikel, da lavaret eo Cromwell), ur goulm (arouez ar buritaned) hag ur varc'hvran (arouez an |iliz anglikan.

Ar prezeger disivouder kentañ e voe Morgan Llwyd e Wrecsam. Eno e varvas hag interet e voe e bered an Disivouderien e Rhosddu.

Oberennoù

kemmañ

e kembraeg

kemmañ
  • Llyfr y Tri Aderyn (1653)
  • Llythur ir Cymru cariadus (1653)
  • Gwaedd ynghymru yn wyneb pob cydwybod (1653)
  • Gair o'r Gair (1656)
  • Yr Ymroddiad (1657), troet diwar ul levr saoznek gant Jakob Böhme
  • Y Disgybl ai Athraw o newydd (1657), troet diwar ul levr all gant Böhme
  • Cyfarwyddid ir Cymru (1657)
  • Gwyddor vchod (1657)

e saozneg

kemmañ
  • An Honest Discourse between Three Neighbours (1655)
  • Lazarus and his Sisters Discoursing of Paradise (1655)
  • Where is Christ? (1655)

Liammoù diavaez

kemmañ