Morgane la sirène (film)
Morgane la sirène (Morgane ar vorverc'h e brezhoneg) zo ur film mut gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Léonce Perret e 1926-1927.
Fichenn deknikel
kemmañ- Doare : Moliac'h,
- Senario : Léonce Perret, diwar ar romant Morgane la sirène (1898) gant ar skrivagner breizhat Charles Le Goffic,
- Produour : Léonce Perret,
- Skeudenniñ : Georges Lucas, Giovanni Ventimiglia ha René Colas,
- Kinkladur : Jacques-Laurent Athalin,
- Prantad filmañ : adalek miz Du 1926,
- Lec'hioù filmañ : trowardroioù Ploumanac'h (Aodoù-an-Arvor), Eusa (Penn-ar-Bed),
- Deiziad dont er-maez : 2 a viz Meurzh 1928,
- Padelezh : 95'.
André Liabel a oa bet dibabet da skoazeller seveniñ er film-mañ.
An danvez
kemmañUn noz e klev Georges a Gerduel, ofiser a vor, n'eo ket distroet e zanvez pried yaouank Annette Le Foulon eus he bageadenn. Ul lizher a gemenn dezhañ eo-hi bet degemeret war Enez Aval gant Morgane, priñsezez a Vangor, war-lerc'h ur peñse. Mont a ra d'an enezenn ha kouezhañ e karantez gant ar briñsezez, neuz ur vorverc'h warni. Koulskoude, pa glask Morgane kontammiñ Annette ne chom ket difiñv Georges hag a ziarbenn anezhi. Faezh-mat, en em deuler a ra Morgane er mor ma sach anezhi ar morverc'hed all d'o heul.
Roll ar gomedianed pennañ
kemmañ- Iván Petrovich : Georges a gKerduel,
- Claire de Lorez : Morgane,
- Rachel Devirys : an itron Le Foulon,
- André Liabel : Yvon,
- Josyane : Annette Le Foulon,
- Gérald Fairbanks : Fanch,
- Flore Deschamps : Jannick,
- Alice Tissot : Gertrude.