Moruroa
Moruroa (anvet Mururoa peurvuiañ e galleg) pe Aopuni (anv istorel), a zo un atoll en inizi Tuamotu, e Polinezia. Eno, evel e Fangataufa, e oa bet graet meur a daol-arnod nukleel gant arme ar Republik C'hall etre 1966 ha 1996. Kontañ a reer 138 tarzhadenn atomek ent-ofisiel.