Mosul Eye (Arabeg: عين الموصل‎‎) a vez graet eus ur bloger dianav o kelaouiñ war stad ha buhez kêr Vosoul en Irak abaoe aloubadeg al lec'h gant strolladoù stourm ar Stad Islamek e miz Even 2014. Lakaet e vez war-raok alies evel unan eus mammennoù ral ha sirius a-zivout ar vuhez pemdeziek dindan beli ar Stad Islamek kement ha war feulster an aozadur.

Banniel ar Stad Islamek

Mosul Eye en devoa kroget e labour dezrevelliñ dre Facebook dres pa erruas ar Stad Islamek e kêr. Ar pal a oa hag a chom hiziv-an-deiz c'hoazh da reiñ da c'houzout d'ar brashañ niver, na penaos e vez bevet eno. An dezrevelloù a vez kaset dre ur blog WordPress memes-tro ma vezont kaset war Facebook kenkas ma vefe roet lamm d'ar bajenn Facebook.

Ar skrivagner

kemmañ

Dianav eo, ne ouier ket ma n'eus ket meur a zen o skrivañ a-dreñv al lesanv. E miz even 2016 e echue ur skrid lidañ d'ar "spierien" lazhadeget gant ar Stad Islamek gant ar ger Amen ar pezh a c'hellfe lakaat da dalvezout eo ur gristen. En em ginnig a ra MosulEye evel un istorour frank. Diskleriañ a ra emañ mennet gant ur sell istorour a-us da bep tra ha n'eo ket eñ kazetenner. Kroget e oa gant e dezrevelloù adal tagadenn bro Irak e 2003. E-pad un atersadenn e tisklerias e impliji anvioù, lesanvioù lies evit gellout tapout keloù. Evel an holl keodedourien o kelaouiñ war gwirvoud ar vuhez en tiriadoù suj d'ar Stad Islamek eo eñ klasket war e-lerc'h gant kondaonadurioù lies d'ar marv a-berzh an djihadourien.

Danvez an dezrevelloù

kemmañ

Titlet eo an dezvrelloù The daily report Mosul Eye en deus bet roet da c'houzout munudoù war obererezhioù feuls an djihadourien evel al lazhadegoù, ar jahinerezh (gant e touezh dibennidigezhioù, diskolpoù, skoujerezhioù foran, meinerezhioù maouezed ha muntroù an dud heñvelreizhidi). E miz Gwengolo 2015, Mosul Eye a tisklerias munudoù war 455 lazhadeg, o reiñ da c'houzout al lec'h muntrañ, an doare, ouenn an dud hag o relijion.

Ar bloger a ro ivez munudoù war izili ar Stad Islamek, betek lakaat enlinenn poltriji 10 ezel d'an aozadur, gant al lesanv "primary suspects" (susped pennañ) ha "wanted for committing war crimes against the people of Mosul." (klasket evit bezañ kablus eus torfedoù brezel a-enep poblañs Mosoul). Ar skrivagner en deus bet embannet ivez keloù a-ziwar bombezadegoù ar c'hirri-nij enep Stad Islamek war kêr.

Ouzhpenn d'e labour war ar Stad Islamek, ar skrivagner en deus roet da c'houzout munudoù war taladurioù ar boblañs a-enep an djihadourien e Mosoul. MosulEye en deus bet kemennet eskemmoù klevet etre annezidi kêr a-zivout feulster ar Stad Islamek. Evel-se e skrivas e miz C'hwevrer 2015 "Nowadays, people talk openly in the market about [ISIL] and its cruelty." (Hiziv-an-deiz, ar boblañs a gomz frank er marc'had a-ziwar ar Stad Islamek hag e feulster)

Lazhadegoù

kemmañ

Ma vez dezrevellet lazhadegoù lies an djihadourien, a-wechoù e vez lakaet ur skrid-lid war gouzañverien al lazhadegoù-se. D'ar 25 a viz Even 2016 e voe ur pennad lid war 7 den bet lazhadeget evit bezañ "spierien". Ar re-se o devoa klasket reiñ keloù war stad kêr d'an nerzhioù lu o prientiñ argadenn ar 16 a viz Here 2016, pe just reiñ da c'houzout penaos e vez bevet e Mosoul evel ma ra MosulEye. Listenn an dud a oa bet roet gant ur bedenn ouzhpennet:

"Those men have names, and their names should never be forgotten; their names must be imprinted into your minds and souls:

Wisam Saleh Ibrahim Aljobouri Khalid Eid Ajeel Ameen Sulaiman Ali Baraa Ahmed Mahmood Sami Saadi Allawie Mohammed Sabah Noori Faris Ahmed Jasim

May your souls rest in peace, and may your souls and bodies guide and light up Mosul’s way to be free of ISIL.

Amen"

Emgann Mosoul

kemmañ

Mosul Eye en deus bet roet keloù lies war an doare ma oa an djihadourien o prientiñ an argadenn war Mosoul kroget d'ar 16 a viz Here 2016 gant ar pal dieubiñ kêr diouzh ar sujidigezh d'ar Stad Islamek.

Pajennoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ