Emgann Mosoul (2016-2017)

(Adkaset eus Emgann Mosoul (2016))

Emgann Mosoul (arabeg : معركة الموصل‎‎; ; kurdeg kreiz : شەڕی مووسڵ‎) e 2016 zo un argadenn liesnerzh gant nerzhioù lu gouarnamant Irak hag he harperien, Kurdistan Irak, ha nerzhioù etrebroadel, en sell da adkemer kêr Vōṣul a zo e dalc'h ar Stad Islamek abaoe Kouezhadenn Mosul e miz Even 2014. An argadenn lesanvet "We Are Coming, Nineveh" (قادمون يا نينوى; Qadimun Ya Naynawa), a grogas d'ar 16 a viz Here 2016[4] a vodas nerzhioù stourm o sevel sez war kêr. An emgann-se a vez gwelet evel un oberiadur brezel diazez a-enep ar Stad Islamek. Bez' e voe an implij brasañ eus nerzhioù lu Irak abaoe Aloubadeg Irak e 2003 gant Stadoù-Unanet Amerika hag o harperien.

Emgann Mosoul (2016-2017)
Kartenn emgann Mosoul d'ar 25 a viz Even 2017.

Kartenn an emgann
Maread 16 a viz Here 2016 – bremañ
Lec'h Irak, Mōṣul
Disoc'h Da c'hortoz emgann diechu
Cheñchamant tiriad:Irak
Emgannerien
Nerzhioù lu Irak
Kurdistan Irak
Kata'ib Hezbollah
Aozadur Badr
Golden Division
Quwwat Sahl Ninawa)
ar Stad Islamek
Pennoù-brezel
Haidar al-Abadi
Najim al-Jubouri
Stephen J. Townsend
Hadi Al-Amiri (Penn an aozadur Badr)
Abu Bakr al-Baghdadi
Aziz Ali † (Penn uhel an nerzhioù lu lazhet d'an 20/10/2016)
Aymam al-Mosuli lesanvet Rambo † (Penn an nerzhioù surentez ispisial lazhet d'an 28/10/2016)[1]
Abu Faruq † (Pennofiser e kêr Bashiqa, lazhet d'an 23/10/2016)[2]
Abu Yakoub † (Penn ofiser war an dachenn lazhet d'an 1/11/2016)[3]
Abu Hamza al-Ansari † (Penn uhel d'ar Stad Islamek)
Abu Maryam † (Penn ofiser evit Baghdad ha Wilayat Diyala)
Mahmoud Shukri al-Nuaimi † (lesanvet Sheikh Faris, penn ofiser)
Niver a emgannerien
111 000
Nerzhioù lu Irak:
  • 9vet divizion hobregonet
  • 15vet divizion
  • 16vet divizion

Nerzhioù enep-sponterezh Irak:

4000-9000 (1000 djihadour estren)
  • Achbal al-khilafa
  • Wilayat al-Jazirah
  • Jaysh al-Khilafa/Jaysh Dabiq (Lu ar c'halifad/Lu Dabiq, batailhonon tarzhadennoù emlazh, tagadennoù gaz, karbedoù emlazh primsavet)
  • Poblañs gour Mosoul emezelet dre rediñ
  • Kolloù
    Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet: 2

    Banniel Iran Iran: 2 (ofisiel) ; 807 lazhet hag e-tro 4800 gloazet (hervez SUA)
    Banniel Irak Irak: 774 lazhet, 4600 gloazet (sifroù ofisiel)

    Kurdistan Kurdistan Irak: 30 lazhet, etre 70 ha 100 gloazet
    2000 lazhet pe gloazet (hervez SUA ha labourerien ar morgoù)
    Etre 8622 ha 9622 (hervez gouarnamant Irak)

    Emgann Mosoul zo un heuliad eus argadenn Mosoul 2015 hag eus argadenn Mousoul 2016. Tro 1.5 milion a drevourien a oa o chom e kêr pa voe kroget gant an emgann. Aon a oa savet rak un enkadenn denel drastus abalamour d'an niver a repuidi a oa o tec'hout a-zirak an emgann hep kavout lec'hioù repuiñ niverus a-walc'h. Ouzhpenn-se, emeur engortoz da welout ar Stad Islamek oc'h implijout ar siviled a zo sac'het e kêr evel skoedoù denel.

    Gant soudarded Irak ha Peshmergaed e voe boulc'het Emgann Mosoul, pa zagjont nerzhioù ar Stad Islamek dre dri c'hostez war an dro a-vaez da Vosoul. O vont a gêriadenn da gêriadenn e klaskent lakaat sez war Mosoul. En un nebeud devezhioù e voe adtapet un dousennad kêriadennoù a-ziwar daouarn ar Stad Islamek. A-feur ma tostae an nerzhioù lu enebet d'an Djihadourien e kreske an enep-argadoù evit talañ outo gant implij tarzhadennoù-emlazh dreist-holl, pe trapoù-tarzh.

    Ma z'eo sklaer hag anat ne c'hello ket an aozadur Stad Islamek bezañ trec'h d'an emgann e chom amsklaer pet amzer a vezo ezhomm evit adkemer ar gêr ha dreist-holl pet a dud soudarded, milisianed ha trevourien a zaio da Anaon.

    Pa gouezho kêr Vosoul e vezo fin ar Stad Islamek en Irak setu perak e oar ar gadourien ar gêr e vezo un emgann garv etrezo ha nerzhioù ar C'halifat. Ar stad Islamek a glasko implij an holl doareoù a vo tu dezhañ a-benn gounezh amzer a-raok ar gouezhadenn ha dreist-holl diskouez ez eo an emgann-se hini an Djihad a-enep ar gevredidi. Ar pal a zo ivez dezho da blantañ aon war nerzhioù a vefe dedennet gant tagañ Raqqa kêrbenn ar C'halifat Stad Islamek e Siria.

    Prientiñ an emgann

    kemmañ

    Tu enep Stad Islamek

    kemmañ

    Pep diaesañ ar mare prientiñ d'an emgann ne voe ket ar gourdoniñ pe an dafariñ met gouzout piv a gemerfe perzh hag evit ober petra. Kalz nerzhioù ouzhpenn da nerzhioù lu ha surentez ar Stad irakian a fell dezho kemer perzh er stourm. Nerzhioù stourm ar Gurded, bezenoù chiit pe sunnit, lu Turkia... Pep hini anezho a fell dezhañ kemer perzh en emgann met gant palioù lies ur wech trec'het ha skarzhet ar Stad Islamek diouzh kêr Mosoul.

     
    Nerzhioù surentez Irak o dezougen dafar brezel, tankoù M1A1 Abrams ha karbedoù dezougen an troadegiezh d'an 18 a viz Here 2016, e-kichen Makhmour, Irak.

    Ouzhpenn da-se lod bezenoù a zo war listenn an aozadurioù sponterezh irakian pe Amerikan met a vez o stourm asambles gant nerzhioù lu Irak pe gant sikour gourdonerien SUA hag e gevredidi. Choazet e oa bet aerborzh Qayyarah Kornôg evel lec'h diazez d'ar pennoù brezel a-benn ren an dagadenn war Mosoul.

     
    Pennoù brezel Irak hag SUA o prientiñ an emgann e "Q-West" lesanv aerborzh kornôg kêr Qayyarah

    Tu ar Stad Islamek

    kemmañ

    A-raok an emgann e voe toullet fozioù-difenn e-pep lec'h dre kêr Vosoul kement hag ar gêriadennoù tro-dro. Ouzhpenn-se e voe lakaet bloc'hadoù betoñs war an hentoù evit talañ ouzh ar c'hirri tagañ. Dilojet e oa bet dre ret milieroù trevour evit dont da vezañ skoedoù denel d'an djihadourien.

    Ar Stad Islamek a brientas hag a lakaas e-plas ardivinkoù tarzh primsavet er muiañ a lec'hioù ma oa tu a-benn trapañ ar soudarded o tagañ anezho. Toullet e oa bet ivez ribinoù dindan zouar e-leizh pe evit kuzhañ an djihadourien diouzh ar bombezadegoù lies pe evit reiñ an tu dezho da dagañ o enebourien dre a-dreñv.

    Ouzhpenn da-se e oa bet prientet bombezennoù evit ar re kamikaze, betek kirri-hobregonet emlazh. Danvez tarzh a zo bet lakaet dindan an holl pontoù evit distruj anezho a lakaat tizh an argadourien enep Stad Islamek da vezañ sioulaet.

    Dre ar vank anat a gadourien a voe tu d'ar Stad Islamek enebiñ da argaderien kêr Vosoul e voe rediet lod paotred ar c'horn-bro da emezelliñ dre ret e nerzhioù stourm ar Wilayat al-Jazirah. Ar re-se o devoa ar choaz pe emezelliñ pe bezañ lazhadeget. Hervez meur a vammennoù ar re anezho a-gill e-pad an emgann a zo lakaet d'ar marv gant doareoù spouronus (tredanet, beuzet, devet...).

    An emgann

    kemmañ

    D'ar 16 a viz Here 2016, Kentañ maodiern Irak Haidar al-Abadi a zisklerias e oa kroget an dagadenn evit adpakañ kêr Mosoul. Ar c'hanolierezh a grogas gant tennañ war lec'hioù difenn ar Stad Islamek gant Kanolioù ponner howitzer Amerikan ha mortarioù ar Pershmerga.

     
    Kanolierezh amerikan M109 Paladin e Qayyarah Here 2016

    Eus tu an argadourien enep Stad Islamek ez eus tro 110 000 soudard, re ar Stad Islamek a vefe etre 3000 ha 9000 d'an uhelañ. Evit ar spiañ Amerikan e vefe etre 300 ha 5000 djihadour e kêr Mosoul ha 100 betek 2000 lec'hiet war tro-war-dro kêr. Diaes eo gouzout an niver a djihadourien hep gouzout pet a oa bet kemeret a-ziwar douaroù Sirian ar C'halifad ha pet a zo bet emezelet dre ret e-touezh tud poblañs Mosoul. An darn eus an djihadourien hervez Mosul Eye a zo tud eus Irak paneveken eus korn-bro plaenennoù Ninive. Gouzout a reer ez eus bet degaset lod bugale eus aozadur Leoniged ar c'halifad eus Siria betek Mosoul.

    30 a viz Here 2016

    kemmañ

    Hervez ar Syrian Observatory for Human Rights e vefe bet marvet 300 bugel sirian e-pad an emgann. Ar re-se a oa bet degaset gant ar Stad Islamek e Mosoul evel nerzh harp. D'an nebeutañ ez eus bet 480 stourmer Sirian d'an aozadur a zo aet da anaon abaoe penn kentañ an emgann, 300 anezho a vefe izili Leoniged ar c'halifad.

    31 a viz Here 2016

    kemmañ

    Goude bezañ bet aloubet kêriadenn Bazwaya, an hini ziwezhañ e-dalc'h gant ar Stad Islamek e reter Mosoul, an nerzhioù enep Stad Islamek a zo tro 1.6 km eus bannlevioù kêr hag 8.0 km esu kreiz-kêr.

    Penn uhel ar Golden Division Fazil Barwari, a ziskler da Rudaw Media Network, e vezo deuet-tre kêr Mosoul gant nerzhioù lu Irak e-pad an nozvezh. Ar Jeneral Talib Shegati, penn an nerzhioù enep-sponterezh irakian a ziskler e vezo deuet-tre kêr en un nebeud eurvezhioù. Hervez ar Pentagon kantadoù stourmerien ar Stad Islamek a zo terc'het kuit a-raok ma errufe an argadourien.

    Ar chadenn skinwel irakian TV network Al Sumaria en deus kemennet e oa bet paouezet gant ar Stad Islamek da gomz a-ziwar Mosoul evel kêrbenn ar c'halifad evit ar wech kentañ abaoe aloubadeg ar gêr e miz Even 2014. Ar pal a vez da brientiñ spered harperien an aozadur da welet koll ar gêr en desped d'un difennerezh kreñv.

    Kentañ maodiern Irak Haidar al-Abadi, a zo deuet war ur skinwel ofisiel evit kas ur galv d'ar stourmerien djihadourien o c'houlenn dezho en em rentañ peogwir "n'o deus ket un hent all, hag hent kuit ebet" nemet "Mervel pe kodianañ"

    3 a viz Du 2016

    kemmañ

    Kalif ar Stad Islamek Abu Bakr al-Baghdadi en deus embannet ur filmig propaganda gant son nemetken evit reiñ urzh da stourmerien e c'halifad da genderc'hel gant an emgann e-plas dirak an argadourien lies. Evit ar C'hurded eo kuzhet penn an aozadur e kêr Vosoul c'hoazh met n'eus prouenn anat ebet eus ar fed-se betek-henn. Goulennet eo bet ivez gant al-Baghdadi da dagañ kreñv Turkia hag Arabia Saoudat a zo gwelet evel treitourien d'an Islam dre o perzh en emgann a-enep ar Stad Islamek.

    6 a viz Du 2016

    kemmañ

    Enep tagadennoù ar Stad Islamek a redi nerzhioù enep sponterezh Irak da vont war gil evit ar wech kentañ. Feulsoc'h-feulsañ eo an emgann pa vez an nerzhioù enep Stad Islamek o vont tre kêr. Ar mailh-tennerien a-bep tu a vez e-kreizh an emgannoù. Krog eo e Siria gant an argadenn evit adtapout douaroù Raqqa diouzh ar Stad Islamek. 30 000 soudard eus ur c'hengevread Nerzhioù Demokratel Siria a grog gant an argadenn. Hervez al lec'hienn kelaouiñ Rudaw ez eo bet lazhet Abu Hamza al-Ansari ur penn uhel d'ar stad Islamek. Hervez e vefe bet emsavadegoù gant poblañs kêr Mosoul a-enep izili ar Stad Islamek, tri anezho a vefe bet lazhet ha 111 familh harp d'an aozadur rediet da derc'hout e Siria.

     
    Un tank faos savet gant ar Stad Islamek.

    7 a viz Du 2016

    kemmañ

    7 ezel d'ar Stad Islamek a zo bet dibennet war ur blasenn e Mosoul, rebechet dezho da vezañ torfedourien. Nerzhioù enep sponterezh Irak a vez diaes dezho derc'hel an nebeut tachennoù kêr a oa bet aloubet ganto. Enep argadoù drastus izili ar c'halifad Stad Islamek a zo drastus. An tankoù implijet e kêr a vez distrujet pe torrret buan-tre. Penn ofiserien ar brigadennoù hobregonet a ziskler ne z'int ket bet stummet evit seurt emgannioù hag e seblant dezho e vezo diaes spontus d'o soudarded da vezañ efedus e-pad an emgann kêrel-se.

    13 a viz Du 2016

    kemmañ

    Merc'hed an aozadur stourm Al-Khansa brigade, ur strollad merc'hed armet doare polis ar vertuz, a vez o kuzhañ dre kêr Vosoul goude ma vefe bet goulennet dezho bezañ prest da vont gant hent an tarzhadennoù emlazh. Unan anezho a zo bet lazhadegegt gant izili ar Stad Islamek dre ma oa klasket terc'hout diouzh e kefridi nevez. Klask a vez war izili all ar strollad stourm rebechet dezho bezañ treitour d'al le d'a c'halif Abou Bakr Al Baghdadi.

    Nerzhioù stourm lu Irak a zo skuizh gant an emgann, ar c'holloù a zo ramzel en desped d'ar guzh lakaet war-raok gant o fenn ofiserien. E doug un devezh e voe 37 soudard marvet ha 70 gloazhet don hervez ur penn ofiser. 2 tank t-72 a zo bet distrujet e-pad ar memes devezh. Aon a zo gant nerzhioù lu Irak ha gant ar Peshmergaed e vefe ezhomm mizioù all c'hoazh a-raok dont a-benn da tapout kêr[5].

     
    An emgannoù a zo drastus evit ar gêr.

    Dont a ra war-wel e oa un taol propaganda gant ma vefe bet emsavadegoù tud kêr a-enep ar Stad Islamek. Izili ar c'halifad a implij hentoù didan zouar evit tagañ soudarded lu Irak dre an a-dreñv pe distrujañ ar c'hirri hobregonet tapet gant an tachennoù treut evit fiñval o karbedoù stourm.

     
    Soudarded 101st Airborne Division o sikour soudarded Irak e-pad an emgann

    14 a viz Du 2016

    kemmañ

    Hervez Hossam Eddin al-Abbar, un ezel da kuzul-kêr Nineve e vefe bet lazhet 30 ezel d'ar Stad Islamek gant pennoù ofiserien e-touezh anezho. Lazhet e vefent bet e-pad dieubidigezh kêriadenn al-Abbas (40 kilometr e kornôg Mosoul ). E-touezh ar sponterien e oa japaniz ha chinaiz. Enkelc'hiet e oant bet gant nerzhioù lu Irak a-raok bezañ lazhet.

    Fin an emgann

    kemmañ

    Abaoe miz Even 2017 e oa stanket soudarded diwezhañ ar Stad Islamek e lodenn ar gêr kozh e Mosoul.

    9 a viz Gouhere 2017

    kemmañ

    Haidar al-Abadi kentañ ministr Irak a embann ez eo bet trec'het ar Stad Islamek padal e kendalc'h ar stourm evit peurechuiñ aloubadeg ar gêr. Disklêriañ a ra ivez ez laouen e vefe bet lakaet er post-se gant nerzhioù lu Irak ha pobl ar vro. Degemener ar gouarnamant Saad al-Hadithi, a zisklêrie eñ e vefe disklêriet dre un doare ofisiel an trec'h nemet ur wech ma vefe bet naetaet ar ger eus an holl djihadisted a chome c'hoazh.

    Kolloù trevourien

    kemmañ
     
    Soudarded al lu irakian o eskemm gant trevourien Mosoul.

    Uhel e oa an niver a golloù gortozet e-touez siviled en abeg d'an emgann, ha pa vijent lazhet e-pad an eskemmoù tennoù pe lazhadeget gant ar Stad Islamek pe gant an nerzhioù enebet outo.

     
    Fabourzioù kêr Mosoul d'ar 17 a viz Du 2016.

    D'an 21 a viz Here 2016 ez eus bet lazhadeget 540 trevour d'an nebeutañ gant ar Stad Islamek. 214 anezho à oa bet Izili d'an nerzhioù surentez irakian.

    Propaganda

    kemmañ
     
    Nerzhioù ispisial Irak o vont war-raok dre straedoù kêr Mosoul.

    Tu ar Stad Islamek

    kemmañ

    Daou filmig a zo bet embannet gant ar Stad Islamek e-pad an emgann betek an 31 a viz Here 2016. Evel boaz e vez taolennet feulster garv gant an aozadur[6].

    • D'ar 17 a viz Here 2016 kentañ filmig "Deterring the Hirelings 2": Filmig propaganda o taolenniñ lazhadegoù ramzel izili ar stad Islamek eus "spierien" hervezo.
    • D'an 31 a viz Here 2016 eil video lesanvet "Ignition of War": filmig propaganda o tiskouez argadennoù emlazh gant karbedoù tarzh, distrujoù karbedoù an argaderien gant djihadourien ar Stad Islamek.
    • D'an 2 pe 3 a viz Du 2016: Ar c'halif Abu Bakr al-Baghdadi en deus embannet ur filmig propaganda gant son nemetken evit reiñ urzh da stourmerien e c'halifad da genderc'hel gant an emgann e-plas dirak an argadourien lies. Evit ar C'hurded eo kuzhet penn an aozadur e kêr Vosoul c'hoazh met n'eus prouenn anat ebet eus ar fed-se betek-henn. Goulennet eo bet ivez gant al-Baghdadi da dagañ kreñv Turkia hag Arabia Saoudat a zo gwelet evel treitourien d'an Islam dre o perzh en emgann a-enep ar Stad Islamek.
    • 10 a viz Du 2016: Embannet ur poltred-diell gant poltriji tud kroazstaget evit bezañ rebechet da vezañ spierien, lod all bannet adal toennoù evit bezañ heñvelreizhidi, lod all a vez troc'het dezho un dorn.
    • 14 a viz Du 2016: Film propaganda gant ar Stad Islamek anvet "The promise of Allah". Er film e welet izili ar Stad Islamek o stourm a-enep nerzhioù ar c'hengevrad, oc'h imlij dronoù evit aesaat distruj karbedoù hobregonet (Tantkoù Abrams...). Embannet e vez er video sifroù a-bep seurt evit diskouez e vefe spouronus kolloù ar c'hant, tud ha karbedoù ar c'hengevrad enep Stad Islamek.

    Torfedoù lies

    kemmañ
     
    Implijet e vez a-bep seurt armoù evit trec'hiñ izili ar Stad Islamek, dañjer bras a zo d'o implij evit an trevourien e Mosoul.

    Tu enep Stad Islamek

    kemmañ

    Ar c'hevredad enep Stad Islamek a vez rebechet dezhi torfedoù lies. Embannet e oa bet e-penn kentañ an emgann e oa torfedoù kaset da benn gant bezenoù nemetken. Gant an amzer o redek e teue war-wel e oa kalz muioc'h a unvezioù engouestlet.

    Jahinerezh trevourien

    Ar bezen chiit Al-Hashd al-Shaabi a zo bet filmet o jahinañ daou vugel repuad e Mosoul[7]

    Jahinerezh prizonidi

    An International Business Times he deus lakaet war-raok e oa bet skignet filmoùigoù enrollet war-eeun war ar rouedadoù sokial, a ziskouez nerzhioù surentez Irak o jahinañ prizonidi – bugale anezho (8 bloaz hervez) – gant ur morzhol[8]

    Fuzuilhadenn trevourien

    Trevourien eus kêrioù tro-war-dro Mosoul a zo bet jahinet ha fuzuilhet gant nerzhioù surentez Irak ur wech prizoniet anezho[9].

    Bombezadennoù trevourien hag implij fosfor gwenn

    Al lu stadunanat a vez rebechet dezhi da vezañ bombezet oc'h implij bombezennoù re bonner a lakae uhel ar riskloù da lazhañ trevourien. Lod kazetennerien Kurdek a embann sklaer e voe implijet bombezennoù fosfor gwenn difennet hervez gwir ar brezel.

    Tu ar Stad Islamek

    kemmañ
    Feulster enep trevourien
    • D'an 21 a viz Here 2016 ez eus bet lazhadeget 540 trevour d'an nebeutañ gant ar Stad Islamek. 214 anezho a oa bet Izili d'an nerzhioù surentez irakian. Ouzhpenn da-se ez eo bet rediet trevourien da fiñval etrezek kêr Mosoul evit dont da vezañ skoedoù denel d'an Djihadourien.
    Feulster enep kilerien
    • D'ar 25 a viz Here 2016 ez eo bet lazhadeget 9 ezel d'ar Stad Islamek gant an aozadur evit bezañ kuitaet an emgann. Bannet eo bet an izili ur wech staget o taouarn hag o divc'harr e fozioù-difenn leun a eoul-maen entanet.[2]

    Liammoù diavaez

    kemmañ

    Notennoù ha daveennoù

    kemmañ

     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.