Haider Jawad Kadhim Al-Abadi (pe al-'Ibadi; Arabeg: حيدر جواد كاظم العبادي) ganet d'ar 25 a viz Ebrel 1952 zo ur politkour irakian hag a zo kentañ maodiern Irak abaoe an 8 a viz Gwengolo 2014. A-raok e oa bet maodiern an darempred etre 2003 ha 2004, e-pad ar c'hentañ gouarnamant goude ren Saddam Hussein.

Haidar al-Abadi
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhIrak Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denحيدر جواد العبادي Kemmañ
Anv-bihanHaider Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Ebr 1952 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBaghdad Kemmañ
Micherpolitiker, electrical engineer, Ijinour Kemmañ
KargKentañ Ministr Irak Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Manchester, University of Technology, Iraq, Markaziyah High School, Victoria University of Manchester Kemmañ
Affiliation stringOffice of the Prime Minister of Iraq Kemmañ
Strollad politikelIslamic Dawa Party Kemmañ
RelijionIslam chiit Kemmañ
Perzhiad eWorld Economic Forum Annual Meeting 2015, World Economic Forum Annual Meeting 2016, World Economic Forum Annual Meeting 2017, World Economic Forum Annual Meeting 2018 Kemmañ
Prizioù resevetTime 100 Kemmañ
Haider al-Abadi e miz Genver 2015 e Londrez

Muzulman Chiit, bet e oa bet choazet evel kentañ maodiern gant ar prezidant Fuad Masum d'an 11 a viz Eost 2014 evit kemer plas Nouri al-Maliki, aotreet e oa bet gant parlamant Irak d'an 8 a viz Gwengolo 2014.

Hent poltikel ar c'hentañ maodiern

kemmañ

Goude dilez Nouri al-Maliki degemeret mat gant ar sunnited en Irak a rebeche dezhañ bezañ strizhkredennour. D'ar 15 a viz Eost 2014, a-raok ma gemerfe e roll en un doare ofisiel, pennoù bras ar meuriadoù sunnit emsavet e proviñs Anbar a zisklêrie e oant prest da genlabourat gant hervez amplegadoù gant Haïder al-Abadi.

Diouzhtu erruet er galloud e voe ret dezhañ stourm evit echuiñ gant ar prosezioù lies ouzh ar gazetennerien gant ar gouarnamant en e raok.

Al-Abadi a zo bet rediet lakaat e holl nerzh da stourm a-enep ar Stad Islamek abaoe ma z'eo kentañ ministr. Flemmus eo bet da geñver politikerezh Barack Obama hag ar vank a harp efedus gant Stadoù-Unanet Amerika evit talañ ouzh ar Stad Islamek. Goustadik eo bet lakaet Irak da dostaat ouzh Rusia hag Iran evit dont a-benn da zistrujañ ar c'halifat en Irak.

E miz Ebrel 2016, al-Abadi a oa deuet war-wel evel ur c'hentañ ministr gwan ha na zeue ket a-benn da lakaat da dalvezout neveziadurioù war an dachenn sokial. Ne teu ket a-benn da stourm a-enep ar breinadurezhh.

Yaouankiz ha desevel

kemmañ

Tad Al-Abadi a oa ezel eus skourr neuro surjianerezh ospital Baghdad. Bez e oa ivez inspektour meur evit ministrerezh meur Irakian ar yec'hed, rediet e voe da zilezel e bost e 1979 dre ma oa savet a-enep doareoù d'ober gant ar strollad Baath ha beziet e voe en estren-vro pa voe marvet. Al-Abadi, hag a gomz saozneg flour, a oa bet diplomet eus skol-veur Al-Idadiyah Al-Markaziyah e 1970 (Arabic: الإعدادية المركزية‎) e Baghdad. E 1975, e echue gant studioù ijinerezh war an tredan e skol-veur an teknologiezh e Baghdad. E 1980, e oa diplomet war an ijinerezh tredanel e skol-veur Manchester.