Mosoul
Mosoul (arabeg : الموصل El-Mōṣul; sirieg : ܡܘܨܠ, Māwṣil) zo ur gêr e norzh Irak, 400 km eus Baghdad.
War glann dehoù ar stêr Digris e oa ar gêr hen, a oa enebet ouzh Ninive ("Ninweh") a oa war ar glann gleiz. Hiziv, gant kresk ar c'hêriekadur, en em led kêr Vosoul war daou ribl ar stêr. Eil kêr brasañ bro Irak eo hiziv-an-deiz.
Istor
kemmañKement ha "lec'h liammañ", "lec'h unaniñ" e talvez Mōṣul ha Māwṣil, rak eno e veze listri oc'h ober modedone etre div c'hlann ar stêr a-raok ma vefe bet savet ur pont. Abalamour d'he lec'hiadur e voe kêr ul lec'h emgann pouezus etre an nerzhioù a felle dezho bezañ mistri war Irak.
Al-Faiha ("ar baradoz"), Al-Khaḍrah ("ar gwer") pe Al-Hadbah ("an dosenn") eo lesanvioù Mōṣul er bed arabek. Raloc'h e kaver an termenadurioù "Perlezenn an norzh" pe "Kêr ar milion a soudarded".
Emgannoù
kemmañMeur a emgann drastus zo bet e kêr Vosoul pe tro-dro.
Krennamzer
kemmañ- Emgann Mosoul (1107) ; Kilij Arslan I eus ar re Seldjoukid a aloubas kêr.
- Emgann Mosoul (2004), emgann e-kerzh Brezel Irak.
- Argadenn Mosoul (2008), ul lodenn eus Kampagn Ninawa.
Brezel-diabarzh Irak
kemmañE-pad brezel diabarzh Irak (2014-2016) a-enep ar Stad Islamek :
- Kouezhadenn Mosoul, emgann e miz Even 2014 pa voe aloubet kêr gant ar Stad Islamek ;
- Argadenn Mosoul (2015), argadennn evit adkemer kêr digant ar Stad Islamek ;
- Argadenn Mosoul (2016), argadenn evit adkemer kêr digant ar Stad Islamek adarre ;
- Emgann Mosoul (2016), tagadenn-veur war Vosoul evit adkemer kêr, boulc'het d'ar 16 a viz Here 2016
Tud anavezet
kemmañ- Kilij Arslan, sultan emzisklêriet.