Aozadur Badr
An Aozadur Badr (arabeg: منظمة بدر), anvet Brigadennoù Badr pe Korfad Badr a-raok, a vez rgaet eus un aozadur irakian gant en e-benn Hadi Al-Amiri. Ar brigadenn Badr a oa an aozadur milourel tuet gant Iran ha diazezet er memes bro eus ar strollad muzulman chiit Al-Majlis Al-A'ala Al-Islami Al-'Iraqi (Kuzul-meur evit ar Reveulzi islamek en Irak). Savet e oa bet er bloavezh 1982. Abaoe 2003 hag aloubadeg Irak darn stourmerien ar strollad Badr a zo emezelet en nerzhioù polis ha lu nevez Irak.
Rann eus | Popular Mobilization Forces, National Iraqi Alliance |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1982 |
Relijion | Islam chiit |
Stad | Irak |
Bet erlec'hiet gant | Sheibani Network |
Da geñver ur sell politikel, ar brigadenn, Badr ha Kuzul-meur evit ar Reveulzi islamek en Irak a oa gwelet evel aozadurioù kendeuzet abaoe 2003, hiziv-an-deiz gant ur sell ofisiel ez int daou skourr disheñvel o welet an Aozadur Badr o tont da vezañ ur strollad politikel irakian o kemer perzh en dilennadegoù. Nerzhioù stourm ar Brigadennoù Badr gant ar c'huzulierien Iranian e-penn, a zo deuet da vezañ enebourien daonet d'ar Stad Islamek aboae 2014 en Irak. Degemeret eo bet an nerzhioù lu-se er c'hengevrad Al-Hashd Al-Sha'abi (Engalvadeg an nerzhioù pobl).
Istor
kemmañAn Aozadur Badr a oa bet savet en Iran e 1982 evel skourr milourel an Al-Majlis Al-A'ala Al-Islami Al-'Iraqi (Kuzul-meur evit ar Reveulzi islamek en Irak). Diazezet e oa en Iran e-pad 20 vloaz (ren Saddam Hussein) gant pennofiserien eus Iran. An izili a oa kantadoù a repuidi eus Irak, pe ez-soudarded Irak o devoa stourmet gant Iran e-pad ar Brezel Iran-Irak. Tuet ha dafaret e oa gant Iran.