Bezen Shabak
Bezen Shabak (arabeg :Quwat Sahl Nīnawā, berraet e QSN), anvet ivez Liwa Sahl Nineveh ("Nerzhioù plaenennoù Nineve"), a vez graet eus un aozadur stourm savet d'an 23 a viz Du 2014 gant un nerzh etre 500 ha 1500 milisian d'ar muiañ[1]. Pal an aozadur brezel-se eo adkemer galloud war korn-bro Nineve, a zo kouezhet etre daouarn ar Stad Islamek. Ouzhpenn d'ar c'hoant-se e fell d'an aozadur difenn tud ar vro diouzh feulster an djihadourien. Ar strollad zo enebour ivez d'ar Gurded a glask bezañ mistri war an tiriad, met an holl nerzh a zo implijet a-enep ar Stad Islamek betek-henn.
Istor ar strollad
kemmañQuwat Sahl Nīnawā, a c'heller treiñ gant "Nerzhioù plaenennoù Nineve", zo awenet gant korn-bro Nineve, ma vev ar pep niverusañ eus ar bobl Shabak.
Ar bobl Shabak zo ur strollad tud kement hag ur gumuniezh relijiel eus norzh Irak, a embann bezañ disheñvel diouzh ar Gurded ha diouzh an Arabed, ha lidañ ur relijion dibar anvet Shabakerezh. Ar bezen zo harp a-grenn d'ar Chiited, a zo enep-sunnit, harpet dre levezon bras an Islam chiit en o relijion.
Evit lod tud ez eo ar strollad stourm-se ur bezen savet gant Iran evit kaout nerzh levezon er c'horn-bro. Plas ar relijion chiit zo uhel e simboloù ar bezen, uheloc'h evit re an identelezh shabak.
Emgann Mosoul 2016
kemmañAr bezen Shabak en deus kemeret perzh en emgann veur a-enep ar Stad Islamek e Mosoul. Hervezo ez eo bet lazhet o fennofiser Muhammad Jassim al-Bayati war an dachenn.
Pinijenn
kemmañE miz Gouhere 2019, Stadoù-Unanet Amerika en deus savet pinijennoù a-enep penn ar strollad Waad Qado:
Qado eo penn an 30vet Brigadenn bezenn. Ar strollad-se a zo kablus eus rastellañ arc'hant dre feulster tro-dro Bartalla, e plaenenn Nineve, harzadennoù tud, ha skraperezh tud. An 30vet brigadenn en deus bet harzet ha prizoniet tud diabeg, pe gant kargoù faltaziek, ha lakaat paeañ tailhoù en hrazoù-tremen dalc'het ganto. Testoù e-leizh a zo er boblañs lec'hel oc'h embann e oa bet ar Beazen Shabak o vont betek tagañ tud, laerañ, srapañ tud ha gwallerezh [2].