Kata'ib Hezbollah (Arabeg: كتائب حزب الله‎‎, Brigadennoù Strollad Doue) pe Brigadennoù Hezbollah a vez graet eus ur bezen chiit irakian harpet gant bro Iran krouet e miz Here 2003. E-pad Brezel Irak e oa ar strollad o stourm a-enep an Amerikaned hag o c'hengevredidi. Abaoe emañ o stourm e brezel diabarzh Irak hag e brezel diabarzh Siria.

Kata'ib Hezbollah
aozadur armet, Special Group, armed non-state actor
Rann eusPopular Mobilization Forces, Islamic Resistance in Iraq Kemmañ
Deiziad krouiñHere 2003 Kemmañ
Anv er yezh a orinكتائب حزب الله العراق Kemmañ
RelijionIslam chiit Kemmañ
Anvet da sponter gantStadoù-Unanet Kemmañ
Brezelbrezel diabarzh Irak (2014-2017), Israel–Hamas war Kemmañ
PrezidantAbu Mahdi al-Muhandis Kemmañ
StadIrak Kemmañ
Ideologiezh politikelanti-Americanism, anti-Zionism Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.kataibhezbollah.me Kemmañ
Commanded byAbu Mahdi al-Muhandis Kemmañ
Banniel ar Kata'ib Hezbollah hep al logo

Kuzh eo aozadur ar bezen Kata'ib Hezbollah met gouzout a reer e vez kavet e-touezh ar pennoù bras d'an aozadur Abu Mahdi al-Muhandis, ur penn d'an nerzhioù Al-Qods eus Iran ha gourdoner an Aozadur Badr.

Bez' eo ar bezen Kata'ib Hezbollah ul lodenn eus Al-Hashd Al-Sha'abi (Engalvadeg an nerzhioù pobl), ur c'hengevread muzulmaned Chiit o stourm a-enep ar stad Islamek.

Emgann Mosoul

kemmañ

Kemeret o deus perzh en Emgann Mosoul hep ma vefent bet aotreet. Kentañ maodiern Irak Haidar al-Abadi en devoa aon rak ar jahinerezh posubl eus o ferzh a-enep poblañs sunnit kêr Vosoul. Taget eo bet kornôg tro-war-dro Mosoul ganto evit troc'hañ hentoù dezougen ar Stad Islamek. Rediet eo bet an aozadur Kata'ib Hezbollah da brometiñ ne zafent ket etrezek ar gêr.

Turkia o welet seurt bezenoù o kemer perzh en emgann a c'halvas anezho da chom hep jahinañ ar boblañs Turkmen rak mod all e teufe nerzhioù lu Turkia da stourm a-enep dezho.

Pennadoù kar

kemmañ