Golden Division
Ar 1añ brigadenn eus an nerzhioù ispisial irakian lesanvet Golden Brigade ha bremañ Golden Division[1] (saozneg:1st Special Operations Brigade) lesanvet a-wechoù "Dirty Divsion" evit an dud a gav abeg dezhañ a zo diazezet e Baghdad. Rannet eo e 3 batailhon an hini 1añ, an eil hag ar 5vet. Ouzhpenn da-se e kaver ur batailhon harp hag ur batailhon gourdoniñ nerzhioù ispisial Irak.
Ar c'hentañ batailhon a oa ar 36vet batailhon komando irakian adanvet.
An urzhioù a vez resevet gant ar c'hentañ maodiern irakian ha n'eo ket evel peurrest an nerzhioù lu gant ministrerezh difenn Irak.
Izili
kemmañAboae freuz an nerzhioù lu irakian dre bountadur ar Stad Islamek e oa bet lakaet strivoù ar c'huzulierien amerikan war ar Golden Division evit dont a-benn da adsevel nerzhioù leal d'ar gouarnamant irakian, arbennikaet ha pell diouzh breinadurezh peurrest al lu.
O welet an tagadennoù war ar Golden Division gwelet evel ostilh marvus ar c'hentañ maodiern irakian Nouri al-Maliki e oa bet lakaet pouezh war doujañ ouzh gwirioù Mab-den.
Tuta
kemmañNebeut-tre a verc'hed a zo ezel d'ar Golden Division.
Gourdoniñ
kemmañGourdoniñ ar Golden Division a vez graet gant soudarded Amerikan dreist-holl soudarded an nerzhioù ispisial.
Dafariñ
kemmañAes eo anavezout izili ar Golden Division war an dachenn emgann dre o unwisk soudard du. Evel an holl soudarded eus an nerzhioù ispisial dre ar bed e vez kuzhet o fas gant kagoulennoù pe gant ur voualenn a-wechoù gant ur penn-eskern treset warnañ. Implij a reont karbedoù Humvee hobregonet.
Gwisket ha dafaret int dres evel ma z'eo nerzhioù lu ispisial SUA.
Emgann Falloujah (2016)
kemmañEvit emgann Falloujah strolladoù komando ar Golden Division a voe an nerzhioù lu kentañ irakian o vont etrezek kêr goude ur sujidigezh a daou vloaz hanter d'ar Stad Islamek.
Emgann Mosoul
kemmañUr wech c'hoazh ar Golden Division a zo bet choazet evit bezañ ar c'hentañ nerzh eus al lu irakian[2] o vont etrezek kêr vMosoul dindan beli ar Stad Islamek[3].
Implij propaganda
kemmañImplijet e vez ar Golden Division kement gant an Amerikaned ha gant gouarnamant Irak evel ostilh propaganda da ziskouez eo adsavet a-nevez nerzhioù lu Irak hag int nerzhioù lu arbennik.
Tabutoù
kemmañLesanvet e vez "Dirty Divsion", gant tud hag a rebech dezho ober war-dro an toulloù-bac'h kuzh en Irak ha bezañ implijet evit lazhadegoù e-maez justis eus enebourien ar gouarnamant irakian. A-raok ar stourm a-enep ar Stad Islamek, ar Golden Division a oa gwelet evel ostilh ar c'hentañ maodiern irakian Nouri al-Maliki evit lazehadegañ pe herzel e enebourien bolitikel. Goulennoù a veze savet gant tud a lezenn eus Irak evit ma vefe roet lamm d'an divizion pe ma vefe kendeuzet gant nerzhioù all al lu irakian.
Liammoù diavaez
kemmañPoltredoù
kemmañFilmoùigoù
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (en) Lec'hienn www.brookings.edu gant David Witty "The Iraqi Counter Terrorism Service is ready"
- ↑ (fr) 28/10/2016 Lec'hienn rfi.fr gant Sabah Arar " Bataille de Mossoul: la mission à hauts risques de la Golden Division"
- ↑ (en) 20/10/2016 Lec'hienn http://news.sky.com/ gant Stuart Ramsay " US-trained Iraqi special forces strengthen battle for Mosul"