Mouezh kleuz
Fonadur |
Mouezhiet/Divouezh |
Mouezh sourrus |
Mouezh laosk |
Mouezh reut |
Mouezh wigourus |
Mouezh c'harv |
Vogalenn skiltr |
Mouezh kleuz |
Chuchumuchu |
Er yezhoniezh e vez implijet an termen mouezh laosk (saoz.: faucalized voice, hollow voice pe yawny voice) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus un doare fonadur ma vez astennet al larinks.
Enebiet e vez ouzh ar vouezh c'harv ma vez gwasket al larinks.
N'eus arouezenn resis ebet evit merkañ ar vouezh kleuz hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel hag implijet e vez perliesañ ur sin diakritek skrivet dindan un arouezenn bennañ, da skouer [a͈], pe an arouezenn implijet gant al LFE ledanaet Ħ, da skouer [aĦ].
Gant ar c'horeaneg e vez implijet ar vouezh kleuz evit produiñ ar c'hensonennoù "stign" ma vez stignet trakt ar vouezh a-bezh ha padout hiroc'h a ra ar prantad serriñ evit gant ar c'hensonennoù plaen hag abalamour da se e vez graet "kensonennoù fortis" anezhe alies, da skouer:
Mouezh | tenuis | c'hwezhet | mouezh kleuz |
---|---|---|---|
Koreaneg | [tal] | [tʰal] | [t͈al] |
loar | maskl | merc'h |
Gant rannyezh borek an dinkaeg e vez enebiet vogalennoù distaget gant ar vouezh plaen, ar vouezh sourrus, ar vouezh kleuz, hag ar vouezh c'harv ouzhpenn teir zonenn, da skouer:
Treuzskrivadurioù ad hoc: [a͈] mouezh kleuz; [a] mouezh c'harv
Mouezh | Plaen | Sourrus | Garv | Kleuz |
---|---|---|---|---|
Dinkaeg borek | ʨìt̪ | ʨì̤t̪ | ʨìt̪ | ʨì͈t̪ |
foer | mont war-raok | kruged | lonkañ |
Gwelit ivez:
kemmañPorched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |