Fonadur
Mouezhiet/Divouezh
Mouezh sourrus
Mouezh laosk
Mouezh reut
Mouezh wigourus
Mouezh c'harv
Vogalenn skiltr
Mouezh kleuz
Chuchumuchu

Er yezhoniezh e vez implijet an termen mouezh laosk (saoz.: harsh voice pe nevtricular voice pe hollow voice pe yawny voice) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus un doare fonadur ma vez gwasket al larinks, peurliesañ kendistaget gant an ankoue.

Enebiet e vez ar vouezh c'harv ouzh ar vouezh kleuz ma vez astennet al larinks.

Anvet e vez an doare fonadur-mañ "mouezh gwasket" ivez dreist-holl pa gomzer eus an daore ma vez implijet e yezhoù gante rezioù tonennoù uhel.

Pa deu ar c'hendistagadur ankoue da vezañ dre froumal an ankoue e teu da vezañ ur "vogalenn skiltr".

N'eus arouezenn resis ebet evit merkañ an daoreoù fonadur a-seurt-mañ hervez reolennoù reizhskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel hag implijet e vez peurliesañ un dildenn skrivet dindan an arouezenn bennañ evit merkañ ar vouezh wigourus, div dildenn eveit merkañ ur vogalenn skiltr hag ul linenning vigan dindan an arouezenn bennañ evit merkañ ar vouezh c'harv. Hervez reolennoù al LFE ledanaet e ranker implijout an arouezenn ! evit merkañ ar vouezh c'harv, d.s. [a!], daoust ha ma vez implijet an hevelep arouezenn evit treuzskrivañ ar c'hlik kevig.

E baieg komzet e Su Sina e vez implijet rezioù ma talvez ar skiltrded da alofonenn ar vouezh c'harv.

Gant rannyezh borek an dinkaeg e vez enebiet vogalennoù distaget gant ar vouezh plaen, ar vouezh sourrus, ar vouezh kleuz, hag ar vouezh c'harv ouzhpenn teir zonenn, da skouer:

Treuzskrivadurioù ad hoc: [a͈] mouezh kleuz; [a] mouezh c'harv

Mouezh Plaen Sourrus Garv Kleuz
Dinkaeg borek ʨìt̪ ʨì̤t̪ ʨì ʨì͈t̪
foer mont war-raok kruged lonkañ

Gwelit ivez: kemmañ

  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.