Mozilla Firefox
Mozilla Firefox a zo ur merdeer web digoust, diorroet ha dasparzhet gant Mozilla Foundation sikouret gant kantadoù a dud a youl vat a-drugarez da doareoù diorroiñ ar poellad frank/open source ha da frankiz e god tarzh.
Mozilla Firefox | |
---|---|
![]() | |
![]() | |
Diorroer | Mozilla Corporation |
Kentañ stumm | 23 a viz Gwengolo 2002 |
Stumm diwezhañ | 86.0.1 |
Endro | Lies-savenn |
Yezhoù | Lies-yezh (90yezh) |
Doare | Merdeer web |
Skrivet e | C++, XUL, XBL, JavaScript, CSS, Rust |
Pouez | 9.4 Mo (Linux) 17.2 Mo (Mac OS X) 7.7 Mo (Windows) |
Lec'hienn web | www.mozilla.org/br/firefox/new/ |
En deroù e oa Firefox ur programm derevet eus ar poellad Mozilla (anvet SeaMonkey hiziv an deiz), met ennañ an arc'hwelioù merdeiñ nemetken.
Ar poellad liessavennek-mañ a zo kenglotus gant stummoù disheñvel Microsoft Windows, Mac OS X ha GNU/Linux. Lakaet eo bet war reizhadoù korvoiñ disheñvel, ar pezh a zo posupl gant ar c'hod tarzh a zo lakaet e kerzh dindan tri lañvaz disheñvel er memes koulz (MPL, GPL et LGPL)[1].
Ar poellad-mañ en deus bet ur berzh kreskus abaoe e embannadur, o tipaseal an hanter-miliard[D 1] a pellgargadurioù e C'hwevrer 2008. Memes ma ne ziskouez ket an niver-mañ an niver gwirion a implijerien e deuet Firefox deuet da vezañ buan-tre kevezer brasañ Internet Explorer, merdeer web Microsoft.
Savennoù a c'hell lakaat Mozilla Firefox da dreiñ Aozañ
Firefox a zo ur poellad a dro war un niver bras a reizhadoù korvoiñ.
Tu zo neuze da staliañ Firefox war ar reizhadoù da-heul :
- GNU/Linux, BSD, Solaris hag en un doare hollekoc'h, war an holl reizhiadoù korvoiñ kenglotus UNIX
- Mac OS X
- Windows NT (Windows 2000, Windows XP, Windows Vista ha Windows 7 en o zouez)
Lakaet war reizhadoù all evel FreeBSD[V 1], OS/2[V 2], Solaris[V 3], IRIX, RISC OS[V 4], SkyOS[V 5], BeOS[V 6], Windows XP 64 ha Windows Vista 64 bit[V 7].
Arc'hweladurioù Aozañ
Ar merdeer a c'hell bezañ implijet adalek un diazez glanaet. Kentoc'h eget bezañ roet gant un niver bras a dibarzhioù, Firefox en deus kantadoù a plug-inoù ha temoù grafek, evit ma vefe tu d'an implijer da lakaat anezhañ evel m'en deus c'hoant. Un nebeud arc'hweladurioù a vez kavet er stumm glan :
- Ar merdeiñ dre ivinelloù (tab) ;
- Un harzer pop-up ;
- Ur reizhiad lusker enklask ;
- Sinedoù dialuskel (lenner lanvioù RSS hag Atom) ;
- Ur reizher reizhskrivañ ;
- Ur sil eneppesketa ;
- Kenglotus IPv6
Doujañs da skouer ar Web Aozañ
Ar Mozilla Foundation, a-drugarez d'e lusker framm Gecko, a heuilh en e boelladoù ar reoladoù ha skouerioù digor, da gentañ reoù ar World Wide Web Consortium[2].
Neuze, Mozilla Firefox a harp skouerennoù ar Web evel HTML, CSS, XHTML, XML, JavaScript, met ivez DOM, MathML, XSL pe c'hoazh XPath[3].
Ar prouad Acid2 a zo bet tremenet abaoe an 3 stumm[V 8], padal ez eo an test Acid3 n'eo tremenet ul lodenn nemetken, gant 93% evit stumm diwezhañ ar poellad (Firefox 3.5). Hogen, an disoc'h-mañ a vez o kreskiñ dibaouez[V 9] (94/100 evit ar 3.6 beta3).
Evel lodenn vrasañ ar merdeerien a-vremañ, Firefox a zo gouest da ziskouez skeudennoù gant an treuzwelladur e PNG.
Notennoù ha daveoù Aozañ
- ↑ (en) Mozilla Code Licensing
- ↑ (en) Web Standards sur le Mozilla Data Center
- ↑ (en) Mozilla Developer Center
- Daveoù da stummoù Firefox
- ↑ (en) Firefox war an teul FreeBSD
- ↑ (en) Raktres Warpzilla war Mozilla.org
- ↑ (en) Firefox Package for Solaris 8-10
- ↑ (en) Mozilla Firefox evit RISC OS
- ↑ (en) Karned Web Pascal Chevrel : Firefox war SkyOS
- ↑ (en) Bezilla: Mozilla for BeOS
- ↑ (en) Mozilla for Windows x64 platform
- ↑ (fr) Firefox 3 : ul listenn gentañ eus an arc'hweladurioù gortozet, pennad PCInpact.
- ↑ (en)Firefox 3.1 "Shiretoko" war MozillaLinks
- Daveoù d'an niver a bellgargadennoù Firefox