Muhammad ibn Mūsā al-Khwārizmī
(Adkaset eus Muhammad ibn Musa al-Khwarizmi)
(Abu Abdullah) Muḥammad ibn Mūsā al-Khwārizmī ( ابو جعفر) محمد بن موسى الخوارزمي)), anvet ivez Al-Khwārizmī hag Abu Jafar, a oa ur jedoniour, steredoniour ha douaroniour persian.
Muhammad ibn Mūsā al-Khwārizmī
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | أبو عبد الله محمد بن موسى الخوارزمي |
Anv ganedigezh | محمد بن موسى الخوارزمي |
Anv-bihan | Mohammed |
Deiziad ganedigezh | 780 |
Lec'h ganedigezh | talvoud dianav |
Deiziad ar marv | 850 |
Lec'h ar marv | talvoud dianav |
Yezhoù komzet pe skrivet | perseg, arabeg |
Implijer | House of Wisdom |
Lec'h annez | Baghdad |
Deroù ar prantad labour | 813 |
Dibenn ar prantad labour | 846 |
Relijion | Islam, Islam sunnit |
Oberenn heverk | Levr berr ar jedoniezh dre an destrizh hag ar c'heñveriañ |
Prantad | Islamic Golden Age |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Ganet e oa bet e Khwārizm (Khiva, hiziv en Ouzbekistan) war-dro 780 ha marvet e oa bet war-dro 850. E-pad an darn vrasañ eus e vuhez en doa labouret evel ezel eus un بيت الحكمة Beit Al-Hikma "Ti-furnez" e Bagdad.
Brudet eo abalamour d'e labour war ar jedoniezh, dreist-holl. Eus titl e oberenn bennañ, 'الكتاب المختصر في حساب الجبر والمقابلة Kitāb al-mukhtaṣar fī ḥisāb al-jabr wa-l-muqābala "levr ar jedoniezh dre an destrizh hag ar c'heñveriañ" e teu ar ger aljebr er yezhoù europat[1], hag eus e anv e teu ar ger algoritm[2].
Daveoù
kemmañ- ↑ (fr) algèbre. Larousse.
- ↑ (fr) André Ross. Algorithmes au cours de l’histoire. Accromath.