Eduard Douwes Dekker

(Adkaset eus Multatuli)

Eduard Douwes Dekker (2 a viz Meurzh 182019 a viz C'hwevrer 1887), anavezetoc’h evel Multatuli, a oa ur skrivagner nederlandek en deus tapet brud gant e romant flemmus, Max Havelaar (1860), ul levr hag a zispenne an trevadennerezh en Indez Nederlandat ar Reter (Indonezia bremañ).

Eduard Douwes Dekker

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa bet Eduard Douwes Dekker en Amsterdam. Da 19 vloaz ez eas da labourat evel kargiad da Indez ar Reter a oa un drevadenn nederlandat da neuze. E 1856, pa oa 36, e roas e zilez eus e bost e Jawa, heuget o welet pegen garv e oa planedenn annezidi ar vro hag en em lakaat a reas da skrivañ a-enep an drevadennouriezh hag ar ouennelouriezh.

E 1860 e teuas e levr Max Havelaar er-maez, sinet gant e anv-pluenn Multatuli (savet diwar ar gerioù latin multa tuli, "douget em eus kalz" hag ivez "gouzañvet em eus kalz"), ha brud vras a zeuas dezhañ en Izelvroioù da gentañ hag e broioù all Europa goude. En e levr e konte buhez kalet kouerien inizi Indonezia dindan yev trevadennerien an Izelvroioù. En un eil embannadur (1875) e voe lakaet gantañ ouzhpenn notennoù ha disklêriadennoù. Ne voe troet e levr e galleg nemet e 1901 ha ne voe ket taolet nemeur a evezh outañ pa zeuas er-maez e Bro-C’hall. Goude e romant kentañ e savas levrioù all, "Minnebrieven" ("Lizhiri karantez") e 1861, "Ideën" ("Soñjoù") embannet e meur a levrenn etre 1862 ha 1877, ha re all c'hoazh.

Div wech e voe dimezet. E 1875 ez eas da vevañ da Alamagn, da Wiesbaden da gentañ ha da Nieder-Ingelheim da c’houde. Eno e varvas d’an 19 a viz C’hwevrer 1887. An Nederlandad kentañ e voe o lakaat luduañ e relegoù.

Ur breur dezhañ, Jan Douwes Dekker, a oa tad-kozh da Ernest Douwes Dekker, un Nederlandad a gemeras perzh e stourm dieubidigezh Indonezia hag anavezet du-hont gant an anv Danudirja Setiabudi.

Hêrezh

kemmañ

E miz Mezheven 2002 e voe anvet al levr Max Havelaar d’an oberenn nederlandek pouezusañ biskoazh gant Kevredigezh al Lennegezh Nederlandek (Maatschappij der Nederlandse Letterkunde).

An ti ma voe ganet Multatuli en Amsterdam (Korsjesportsteeg 20) zo deuet da vezañ ur mirdi en enor dezhañ, ma virer e levrioù, arrebeuri ha traoù all a oa bet dezhañ, hag e ludu.

Roet eo bet anv e romant d’ar gevredigezh Max Havelaar, savet evit kas war-raok ar c'henwerzh reizh ha deuet da vezañ ur gwir verk kenwerzhel.

Liammoù diavaez

kemmañ