Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar muzul (liester : muzulioù) eo an niver a vez eztaolet dre jediñ ur c'hementad dre gemer evel diazez ur c'hementad all lakaet da unanenn.
Muzuliet e vez traezoù, pe anadennoù ar fizik. Implijet e vez ar muzulioù e meur a zegouezh, koulz er vuhez pemdeziek ha war tachennoù an arsellerezh skiantel. Da skouer : un tolz zo e pep tra ha pep den, a c'heller muzuliañ e kilogrammoù, unan eus ar muzulioù degemeret er Reizhiad unanennoù etrebroadel.

Pevar benveg-muzuliañ : evit ar gwrezverk, an tredan, ar pouez hag an hirder

A-douez ar perzhioù fizikel a vez muzuliet diehan e c'heller menegiñ an hirder, an uhelder, ar skinoberiegezh, an tolz, an tizh, ar gwrezverk, ar gwask, al labour hag all.
Evit muzulioù fizikel a zo e vez fardet, pe dermenet, ur patrom fetis evit an unanenn, a reer "stalon" pe "skouer" anezhañ.

Endalc'her lakaet da venveg-muzuliañ

kemmañ

E-maez eus an dachenn skiantel ez eus muzulioù fetis, da lavaret eo an endalc'herioù a implijer a-gozh evit muzuliañ kementadoù a bep seurt : mentoù, liñvennoù, poultr, greun.
Da skouer, ar greun a veze muzuliet a-boezelladoù (gant ur pod anvet "poezell") betek mare an Dispac'h Gall.
Ouzh al litr, a zo un unanenn etrebroadel, ez eo bet erlerc'hiet abaoe.