Mynachlog-ddu zo ur gêriadenn eus Kembre, e reter Sir Benfro. Emañ er mervent da gêriadenn Crymych hag er reter da venezioù Preseli. Eus Carn Menyn, er menezioù-se, eo ar mein a voe implijet da sevel kelc'h diabarzh Stonehenge, ur savadur meurvein eus an Neolitik, e kreisteiz Bro-Saoz.

Mynachlog-ddu

Talvezout a ra an anv-lec'h mynachlog-ddu kement ha "manati du". Gwechall e oa ar barrez e dalc'h Abati Llandudoch ha hiziv c'hoazh eo gouestlet an iliz-parrez anglikan da sant Dogfael, enoret ivez e Llandudoch.

Ar barzh kembraek Waldo Williams a dremenas ul lodenn eus e vugaleaj e Mynachlog-ddu, etre 1911 ha 1915, pa oa e dad o labourat evel mestr-skol er skol kentañ derez.

Poblet e oa Mynachlog-ddu gant 494 a dud e 2011.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.